D’an 8 a viz Meurzh 2016 hon eus kaset ul lizher digor d’ar Prezidant Tolpad Gwened, Pierre Le Bodo ha d’e besprezidant kentañ, Yves Questel, Maer Teiz-Noaloù, en deus freuzet ar garta “Ya d’ar brezhoneg” nevez zo.
Kaset eo bet al lizher-digor-mañ d’an holl besprezidanted ha kuzulierion kumuniezh tolpad Gwened ivez.
—-
Aotroù Prezidant Kumuniezh Tolpad Kêrioù Gwened,
E paouez bout nevesaet ha brasaet eo ti an embregerezhioù « Ar prism » e park ijinañ Kreistez Breizh, evit ur sammad argant publik a 1,8 M€, ha disoñjet eo bet ar brezhoneg àr ar panellerezh diabarzh ha diavaez bout nevez staliet (espres-kaer ?).
Nann-doujet eo bet c’hoazh ar garta « Ya d’ar brezhoneg » sinet d’an 9 a viz Gwenholo 2010 a-benn broudiñ implij ar brezhoneg er vuhez foran get Ofis publik ar brezhoneg. Skrivet e oa sklaer er garta e oa ret “gober gant an div yezh bep tro ma vez staliet panelloù nevez” ! Pal e oa tapout live 1 ar garta (4 live zo enni) e-kerzh 2 vlezad. 6 blez goude n’eo ket tapet al live 1…
Diskouez a ra splann dismegañs tolpad Gwened e-keñver ar brezhoneg. Er memes tro e kaver ur pezh mell raktres prevez DIORREN PROJECT savet e teir yezh (galleg, brezhoneg ha saozneg), 100 m a di publik an embregerezhioù ! Un dra dibar e vo ar park tematek-se e Breizh en ur savadur a 800 m2 ec’h implij an teknologiezhioù nevesañ hag ar skeudennerezh 4D get ur budjed prevez a 2,7 M €.
Traoù arall a ziskouez ne ya ket àr an tu mat politikerezh an tolpad e-keñver ar brezhoneg !
- lec’hienn internet nevez divrezhoneg (ur skouer a zo get ar rannvro ha get ti-kêr Gwened neoazh !)
- Maketenn nevez kelaouenn an tolpad daet da vout divrezhoneg (Gwir eo gwall treut niver a gerioù e brezhoneg betek-hen met gwashoc’h gwashañ e ya an traoù !) .
- Nac’hiñ get tolpad Gwened arc’hantaouiñ ur raktres a-live kumuniezh « ti ar vro » kinniget ar kengevredad kevredigezhioù korn-bro Gwened « Emglev Bro Gwened » . Nac’het eo bet ar raktres evit an abeg e vehe graet kevezerezh get ofis publik ar brezhoneg peogwir e veze reit kentelioù brezhoneg get un den gopret ! peadra da (wall)huñvreal !
Memes mod evit ar rouedad busoù KICEO ag an tolpad ! E miz Gwenholo 2016 e vo lakaet un termen d’an dileuridigezh servij publik (DSP) reit da TRANSDEV evit meriñ rouedad busoù ag an tolpad. Aketus e vimp é sellet pizh ma vo kemeret e kont ar brezhoneg ar wezh-man !
Sellet a reomp pizh ivez ma vo staliet ur panellerezh diabarzh par en div yezh e sez Tolpad Gwened (arouezennoù en div yezh get ar memes ment hrevez pennreolennoù Ofis ar brezhoneg).
Goulenn a reomp groñs ivez ma vo kemeret e kont hor yezh ha sevenadur Breizh e darvoudoù kinniget d’ar skolidi (sonerezh, c’hoariva, program DECLICS) hag evit ar bageal-skol .
Pa vo komzet edan berr ag ar c’hendeuzadur etre tolpad Gwened, kumuniezh Al loc’h ha kumuniezh Gourenez Rewiz e c’houlennomp get dilennidi Tolpad Gwened profitiñ ag an degouezh-se evit lakaat e pleustr ur gwir politikerezh yezh youlek evit ar brezhoneg.
A galon genoc’h, Aotrou Prezidant
Ar strollad Ai‘ta ! Bro Gwened