27
Apr
2016

Politikerezh yezh ar rannvro ? Lizher d’ar prezidant Le drian

Aotrou Prezidant Rannvro Breizh,

Goulenn a reomp diganeoc’h un emgav a zivout politikerezh yezh rannvro Breizh. Dre hon dibaboù bremañ eo e vo roet un dazont d’ar brezhoneg pe get, hag an doare nemetañ evit reiñ un dazont dezhi a zo gant souten ar rannvro. Sklaer eo hiziv eo gwan-tre youl ar rannvro evit sevel ur gwir politikerezh yezh. Anat eo ivez n’eus netra da c’hortoz a-berz ar stad C’hall evit difenn gwirioù evit hor yezh. Gwelet eo bet kement-mañ pa ‘z eo bet nac’het er breujoù, d’ar 14 a viz Genver tremenet, kinnig lezenn «bihan» ar c’hannad Paul Molac evit ar yezhoù rannvroel.

Ezhomm bras zo hiziv an deiz da gavout buan ul lusk evit reiñ un dazont d’ar brezhoneg. Evit lakaat an niver ar vrezhonegerien da greskiñ hag evit adkavout ec’h implij er vuhez foran. En ur c’hroazlec’h emañ ar brezhoneg hiziv an deiz hervezomp. Da vare an dilennadegoù rannvro hon oa kaset ur goulennaoueg d’al listennoù war ar renk a zivout poentoù a seblante pouezus evidomp, poentoù hon defe c’hoant lakaat ar gaoz warno ganeoc’h:

  • Tizhout 10 eurvezh a brogrammoù e brezhoneg da nebeutañ skignet bep sizhun war ar skinwel publik da mareoù ma vez sellet kalz ouzh ar skinwel. O paouez bezañ lañset emañ ar raktres «Breizh Creative», ur web media douget gant ar rannvro, met disoñjet eo bet ar brezhoneg (lec’hien internet, saveen web media «KUB»).
  • Tizhout 5 eurvezh a brogrammoù liesseurt e brezhoneg skignet bemdez war ar radio publik ha diorren frekañsoù ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg war 5 departamant Breizh. Aze ivez e seblant ar rannvro kenderc’hel da souten ul lec’hien internet kenlodennet evit ar radioioù kevredigezhel, hep ma vefe un dazont sklaer da seurt raktres ha padal e emdro buan an teknologiezhioù.
  • Staliañ ur banellerezh divyezhek galleg-brezhoneg war an hentoù tizh meret gant ar stad e Breizh, e-giz ma ‘z eo skrivet er c’henemglev nevez sinet etre ar stad hag ar rannvro. Nac’hañ a ra kement-se an DIRO beket hen gant arguzen al «lennusted» merket en ur c’helc’hlizher eus 1982 (cc 82-31 an 22/03/82). Abaoe fin 2015 e erlec’h an DIRO ar panelloù hent a-hed an N 165 etre An Alre ha Gwened hep doujañ ouzh ar c’henemglev-se. Ar memes tra a c’hoarvezo moarvat en eskemmer nevez savet e Muzilheg. En un doare disheñvel e vez komprenet ar c’helc’hlizher-se e Korsika war a seblant (evit ar c’hemenadennoù elektronek ivez).
  • Diorren plas ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid en SNCF hag en tiez-post (panellerezh divyezhek klok ha par-ouzh-par). Kenderc’hel a ra an SNCF da welet ar brezhoneg e-giz ur yezh estren e Breizh en desped d’ar c’henemglev lec’h ma ‘z eo skrivet «e fell d’ar rannvro e vefe staliet tamm-ha-tamm gant merourien an aveadurioù ha gant ar c’horvoerien ur banellerezh divyezhek par-ouzh-par». Gortoz a reomp ivez ur respont eus o fers d’al lizher ziwezhañ bet kaset deoc’h ganeomp.
  • Kenderc’hel da staliañ bep tro ur banellerezh divyezhek klok ha par-ouzh-par war kement savadur nevez savet gant ar rannvro ha rediañ mistri an oberiadur pa vez arc’hantaouet ur raktres gant ar rannvro d’ober gant ar brezhoneg er raktres-se. Sklaer eo n’eus youl ebet gant ar rannvro pa weler eo bet roet 1,3 M€ evit mirdi nevez Pont-Aven padal n’eus tamm brezhoneg ebet er savadur. Divyezhek gallek-saozneg eo koulskoude…Memes-tra a zo c’hoarvezet e mirdi ar bageal en Oriant lec’h ma ‘z eo bet skarzhet ar brezhoneg, erlec’hiet gant an alamaneg e miz mae 2015.
  • Kreskiñ ar budjed «brezhoneg» evit gellet kas da benn kefridioù diorren DPKS «Ofis publik ar brezhoneg». Ne vez ket doujet gant ar strollegezhioù foran ouzh an endalc’hioù bet kemeret ganto da geñver ar garta «ya d’ar brezhoneg» a fed palioù ar garta ha liveoù da dizhout. Gwelet eo bet kumun Teiz-Noaloù e bro-Gwened o klask dilezel ar garta dre guzh zoken. Koulskoude eo ar garta-se ostilh nemeti ar rannvro evit diorren plas hag implij ar brezhoneg gant strollegezhioù foran all ar vro. Ne vez ket doujet ouzh an divizoù bet kemeret gant ar strollegezhioù foran hervez ar sifroù embannet gant Ofis publik ar brezhoneg: n’eus nemet 28 kumun ha 2 kumuniezh kumunioù a zo bet labelaet d’al live 2 e touez ar 183 kumun ha 13 kumuniezh kumunioù o doa sinet ar garta e 2015. N’eo nemet adalek al live 2 koulskoude e vez graet un tamm striv bennak evit ar brezhoneg. N’eus nemet 2 kumun o deus tizhet al live 3 e Breizh!
    Mallus eo ivez diorren ur servij nevez en DPKS evit labourat war an teknologiezhioù nevez (posupl eo treiñ ar ger «keuz» eus ar c’hembraeg d’ar c’horseg da skouer, dre savenn treiñ Google, met pas e brezhoneg. Diskouez a ra kement-se ez eus ur riskl evit ar brezhoneg da vezañ diamzeret war ar skorioù niverel).
  • Admarc’hatañ un danvez ouzhpenn er c’henemglev a zivout an deskadurezh divyezhek evit termeniñ ur pal nevez hag ur steuñv diorren liesvloaziek, sifret ha resisaet hervez ar c’hornioù-bro (gant obererezhioù dre ar munut a vloaz da vloaz) evit digeriñ klasoù divyezhek nevez pe kemm klasoù unyezhek e klasoù divyezhek e-giz ma vez graet gant akademiezh Strasbourg. N’eus ket tu asantiñ ar pal da dizhout 20 000 skoliad e klasoù divyezhek e 2020, da lavaret eo 3% eus bugale an akademiezh nemetken ! Dibabet e oa bet ar pal-se da dizhout e 2010 dija, da vare steuñv kentañ politikerezh yezh ar rannvro e 2004. Diskouez a ra ar sifr-se e chom bout ar rannvro a fed brezhoneg. E Korsika eo bet aozet un deskadurezh divyezhek evit an holl vugale pe dost dindan 7 vloaz dre ur c’henemglev etre ar stad hag ar strollegezh tiriadel. E Euskadi an Hanternoz eo bet diorroet kalz an deskadurezh divyezhek abaoe 2001. Ur c’henemglev ispisial a zo bet sinet d’ar mare-se gant ar stad hag un drederenn eus ar vugale a zesk an euskareg. E Elzas eo bet divizet tremen eus 13% da 25% a skolidi er c’hlasoù divyezhek e 2030, dre ar c’henemglev-stern sinet e miz Meurzh 2015. Poent bras eo en em c’houlenn perak n’eo ket posupl kaout amañ e Breizh ar pezh a vez lakaet e-plas e lec’hioù all e Frañs!
  • Aozañ ur c’houlzad « Klaskerien ha treizherien soñjoù” hag un tañva da yezhoù ha sevenadurioù Breizh e pep skol publik ar vro e-giz ma vez graet anv er c’henemglev nevez.
  • Diorren implij ar brezhoneg en un doare sistematek e Rannvro Breizh en eur zoujañ ouzh implij ar galleg ha kreskiñ ar sammad bloaziek evit souten ar stummadurioù hir e brezhoneg evit tizhout 500 den sikouret adalek 2016.

Da c’hortoz ho respont e hetomp deoc’h, Aotroù Prezidant Rannvro Breizh, hor gwellañ gourc’hemennoù.

ar strollad Ai’ta !

«
»

Comments are closed.