22
May
2016

Sevel klemm a ra an SNCF a-enep strollad Ai’ta !

D’an 19 a viz Kerzu 2015 e oa bet kaset da benn un oberenn difeuls arouezel divountiñ panelloù e ti-gar Kemperle (goude hini Plouared-Treger). Pal e oa sevel a-enep ar banellerezh servij nevez-flamm a vo staliet gant an SNCF en holl dier-gar Breizh war-vord linenn nevez an tren tizh bras (TTB) ac’hann da 2017.

Em gavet e oamp gant pennoù bras ar SNCF e Breizh hag ar rannvro un nebeut mizioù araok evit displegiñ en aner e oa ur giladenn da vat evit hor yezh lakaet da yezh estren en he bro ! (ul lodenn hepken deus ar skridoù a zo e brezhoneg a-live gant ar saozneg ha skrivet kalz bihanoc’h evit ar galleg. Skouer amañ dindan).

Panell Kemperle - Du 2015

Lakaet e oa bet ar panelloù divountet ha nann freuzet ‘barzh un THR war-zu Roazhon gant bezañs dilennidi kumuniezh kumunioù Kemperle.

Respont nemetañ d’hor goulennoù digant ar SNCF eo sevel klemm a-enep stourmerien strollad Ai’ta! evit diheiadennoù gant seblant souten tav rannvro Breizh.

Degas a reomp soñj d’ar rannvro d’he engouestloù ‘barzh Convention spécifique pour la transmission des langues de bretagne et leur développement de leur usage dans la vie quotidienne – Here 2015 : «kenemglev a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren o implij er vuhez pemdeziek» .

En teul-mañ eo meneget sklaer el lodenn « treuzdougen publik» : «C’hoant he deus ar rannvro ma vo lakaet e pleustr gant merourien an danframmoù hag an treuzdougen ur banellerezh divyezhek galleg-brezhoneg par ouzh par evit degemer an implijerien!» .

Galvet e vo ur stourmer eus ar strollad e archerdi Teiz-Noaloù (56), kumun gentañ he deus dilezet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » !

Gervel a ra ar strollad Ai’ta ! da gemer perzh en un emvod souten dirak archerdi Teiz-Noaloù d’ar Sadorn 28 a viz Mae adalek 10 e 45 mintin (7 allez Noaloù, Teiz-Noaloù).

«
»

Comments are closed.