16
Jun
2016

Rannvro : evit ur politikerezh yezh nevezaet ha kreñvaet

D’ar 15 a viz Mezheven e oa bet pedet strollad Ai’ta! da gejañ gant Lena Louarn, bezprezidantez ar rannvro e-karg eus yezhoù Breizh, ha gant Yvan Ar Mevel, rener kabined prezidant ar rannvro. Da heul al lizher kaset d’ar Prezidant Rannvro Breizh d’ar 24 a viz Ebrel eo bet aozet an emgav-se.

O welet e vez nac’het kement danvez lezenn evit ar yezhoù minorelaet gant ar stad C’hall eo anat bremañ e rank ar rannvro lakaat ur gwir politikerezh youlek e pleustr ha dougen an araokadennoù a zo ret evit ar yezh. Displeget hon eus ne c’hell ket digoradur un eil lise Diwan bezañ oberenn veur nemeti ar respetad, zoken ma ‘z eo un bazenn bouezus evit diorren an deskadurezh.

Galvet hon eus ar rannvro da adneveziñ ha da greñvaat he politikerezh evit ar brezhoneg. Dre skouerioù resis eo bet skeudennet kement-se gant un teul bet roet ha kinnigoù pleustrek (en linenn amañ).

Kaset eo bet daou lizher abaoe, unan d’ar prezidant SNCF Guillaume PEPY, an hini all d’an DIRO (Direction Interdépartemantale des routes OUEST) .

War doseroù arouezel an SNCF hag ar panelloù war an hentoù tizh eo bet lakaet ar gomz da gentañ. Gortoz a reomp bremañ e rafe ar rannvro e lod evit ma vije doujet ouzh ar pezh a zo meneget er c’henemglev bet sinet etre ar Stad hag ar rannvro e miz Here 2015. Goulennet hon eus ivez e vefe roet yalc’hadoù gant ar rannvro d’ar strollegezhioù lec’hel pa vez doujet ouzh ar brezhoneg nemetken. An dra-se a vije bet ret ober evit mirdi Pont-Aven da skouer : 1,3 milion a euroioù a zo bet roet gant ar rannvro evit sevel ar mirdi hep ma vefe bet soñjet er brezhoneg zoken.

Galvet hon eus ar rannvro da heuliañ a dostoc’h ar garta “Ya d’ar brezhoneg” dre servijoù Ofis Publik ar Brezhoneg evit ma vefe doujet gant an tiez-kêr ouzh an engouestloù bet kemeret ganto. Evidomp eo ret profitañ eus kendeuzidigezh ar c’humuniezh-kumunioù d’ar 01/01/2017 evit luskañ ar garta-se en dro. Dedennus-tre e vije lakaat ur servij gouestlet d’an niverel ivez en Ofis evit ober war-dro an ezhommoù war an dachenn-se.

Evit klozañ eo bet pouezet war an ezhomm da sevel ur steuñv diorren liesvloaziek ha tiriadelaet evit an deskadurezh e brezhoneg war patrom akademiezh Alsas (en linenn kenemglev oberatael evit an deskadurezh 2015-2018).

Un emvod all a vo aozet etre Ai’ta! ha Jean-Michel Le Boulanger evit lakaat ar gomz war ar c’hleweled.

Roet he deus ivez Lena Louarn deomp da c’houzout e vo aozet bodadeg rannvroel ar brezhoneg d’ar 15 a viz Here o tont. Gortoz e reomp ez afe war raok doserioù arouezel a-raok an emvod-se hag e vefe termenet asambles gant kevredigezhioù ha strolladoù stourmerien ar vro ur steuñv ober resis evit politikerezh yezh ar rannvro e-kerzh ar bloavezhioù o tont.

«
»

Comments are closed.