15
Jul
2016

Evit ur politikerezh yezh rannvro nevesaet ha kreñvaet (2)

D’an 11 a viz  Gouere e oamp en em gavet gant Jean-Michel Le Boulanger, bezprezidant ar rannvro e-karg eus ar sevenadur ha gant Thiery Le Nedic, renerezh ar sevenadur hag ar pleustroù sevenadurel.

An eil emgav e oa evit ar strollad Ai’ta! goude an hini kentañ d’ar 15 a viz Mezheven (amañ). Graet hon eus kinnigoù pleustrek nevez evit sevel ur gwir politikerezh youlek fetis ha dougen an araokadennoù a zo ret evit ar yezh ! Kinniget eo bet un eil teul gant kinnigoù pleustrek (en-linenn amañ).

Lakaet eo bet ar gomz dreist-holl war ar c’hleweled met ivez àr sujedoù arall :

  • eskemmoù etrevroadel evit ar re yaouank,
  • aozañ ur c’houlzad a live rannvro mod “treizherien soñjoù” lañset e Penn-ar-Bed e 2005 met dilezet abaoe 3 bloaz,
  • politikerezh sevenadurel ar rannvro (goulennet hon eus ma vo kaset ul lizher gant Prezidant ar rannvro d’ar mirdi Pont-Aven a-benn e lakaat teiryezhek, ha ket hepken saozneg-galleg hag ivez da gêr bageal an Oriant evit lakaat endro ar brezhoneg skarzhet eno bloaz zo).

Pouezet hon eus evit ma vo savet ur poellgor evit ar c’hleweled e brezhoneg rak ezhommoù ur yezh vinorel er skinwel n’int ket memes re hag evit ur yezh broadel.

Mall bras eo kaout ur poellgor leviañ evit diviz peseurt programmoù sevel, e peseurt rummoù, an niver a euriadoù skignet ha produet, an argant postet bep bloaz ha se e framm ur c’hendivizad liesvloaziek ar palioù evit sevel ur gwir politikerezh yezh evit ar brezhoneg er c’hleweled ! Ur steuñv liesvloaziek evit ur politikerezh yezh gant ur sammad argant evit produiñ ha skigniñ abadennoù e brezhoneg hepken (ma ne vefe ket dispignet an arc’hant raktreset, ne vefe ket tu da implij an arc’hant evit abadennoù galleg…). Da lâret eo, un dra disheñvel-mik eus ar pezh zo bet ijinet betek-hen gant ar rannvro ha votet n’eus ket pell zo dre ar COM2.
Mall zo kaout ur seurt bodad get palioù sklaer evit ar yezh evit kemer divizoù a denn eus ur gwir politikerezh yezh evit ar c’hleweled ha ket hervez an heklev evit an abadennoù evel ma vez graet evit an abadennoù e galleg. Ur bodad ma vefe tolpet servijoù ar rannvro, e-touez servij ar brezhoneg dre ret, skignerion ha produerion ar c’hleweled a ra abadennoù e brezhoneg, dileuridi ar gevredigezh sivil ivez (skolioù, stummadurioù hir, sellerien…) evit ma vije respontet gant ar c’hleweled e brezhoneg da ezhommoù ar vrezhonegerien !

Aozet ‘vo bodadeg rannvroel ar brezhoneg d’ar Sadorn 15 a viz Here o tont. Stalioù ‘vo aozet war pep tachenn : deskadurezh ha bugaligoù, stummañ evit an aodourien, brezhoneg er vuhez foran (hentoù, panellerezh, treuzdougen..), an embannn, ar sevenadur (c’hoariva, arvest bev…), ar c’hleweled, an niverel…

Pal ‘vo embann war ar groaz pezh zo moian d’ober ez pleustrek war verr dermen goude an devezh-pad-mañ a-benn gounit traoù nevez nevez evit ober gant ar brezhoneg bemdez hag e pep lec’h ! Poent eo eskemm ha kregiñ da genlabourat da vat a-benn sevel ur steuñv ober resis evit politikerezh yezh ar rannvro e-kerzh an 2 vloavezh o tont.

«
»

Comments are closed.