D’an 19 a viz Kerzu 2015 e oa bet kaset un oberenn arouezel divountiñ panelloù e ti-gar Kemperle. Ar pal e oa sevel a-enep ar banellerezh servij nevez-flamm lec’h m’emañ hor yezh lakaet da yezh estren en he bro (ul lodenn hepken deus ar skridoù a zo e brezhoneg a-live gant ar saozneg ha skrivet kalz bihanoc’h evit ar galleg.) Staliet ‘vo ar banellerezh-se en holl dier-gar Breizh war-vord linenn nevez an tren tizh bras!
Lakaet e oa bet ar panelloù divountet ‘barzh un THR war-zu Roazhon gant bezañs dilennidi kumuniezh kumunioù Kemperle.
Respont nemetañ d’hor goulennoù digant ar SNCF eo sevel klemm a-enep strollad Ai’ta! evit diheiadennoù. Galvet eo bet 2 stourmer gant an archerien dibaoe !
Ne fell ket d’ar SNCF d’entent hor goulennoù daoust he deus sinet ar rannvro ur «c’henemglev a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren o implij er vuhez pemdeziek» gant ar Stad d’ar 15 a viz Here 2015. En teul-mañ eo meneget sklaer el lodenn « treuzdougen publik» : «C’hoant he deus ar rannvro ma vo lakaet e pleustr gant merourien an danframmoù hag an treuzdougen ur banellerezh divyezhek galleg-brezhoneg par ouzh par evit degemer an implijerien!» .
Evel respont da glemm an SNCF eo bet roet lañs d’ur rumm nevez pegsunioù “a-ratozh evit an SNCF hag ar porzhioù-houarn” d’ar sadorn 2 a viz Gouere e ti-gar Kemperle. Implijet e vint e kement ti-gar ma vo staliet seurt panelloù mezhus !