Kaset hon oa ul lizher da Klub Rugbi Gwened evit displegañ petra a c’hell degas ar brezhoneg d’ar c’hlub. Kerkent ha resevet al lizher e oamp bet pedet gant an den karget eus ar c’hehentiñ da gejañ gantañ.
Degemeret eo bet neuze strollad Ai’ta! e savadurioù ar c’hlub, d’an 21 a viz Gwengolo, gant Patrick Cauvin, rener ar c’hehentiñ. Dedennet-tre e oa da c’houzout hiroc’h war ar brezhoneg daoust dezhañ nompas bezañ breizhat a-orin. Kinniget hon eus un teuliad dezhañ evit diskouez penaos e c’hell ar c’hlub rugbi ober gant ar brezhoneg.
Lavaret en deus e klasko gouzout piv a zo brezhoneger e-touez an implijidi hag an dud a youl vat, e plijfe dezhañ lakaat holl arvesterien ar stad da ganañ ar “Bro Gozh ma Zadoù” ha da glevet komzoù brezhoneg er stad, e welo gant an ti-kêr ma ‘z eus tu staliañ panelloù divyezhek e stad ar Rabin, e klasko doareoù da lakaat brezhoneg war ar skritelloù ha perak pas da gehentiñ e brezhoneg war ar rouedadoù sokial.
Laouen omp da vezañ bet eskemmet gant tud digor o spered hag a gompren petra a c’hell ar brezhoneg degas. Kendrec’het omp e vo graet gant ar brezhoneg a-benn nebeut gant Klub Rugbi Gwened.
Hizivadur (12/10/2016): Gourc’hemennoù da Rugbi Klub Gwened evit ar skritell savet evit ar c’hrogad o tont: “Gant pasianted hag amzer, a-benn eus pep tra e teuer”!
Pazenn gentañ un engouestl da vat evit ar brezhoneg emichañs, ha war a seblant dija sinadur ar garta “Ya d’ar brezhoneg” a-benn nebeut…