D’ar 5 a viz Gwengolo 2016 hon eus kaset ul lizher digor da brezidantez France 3 da heul an diviz paouez skignañ an abadenn “Bali Breizh” d’ar Sul. Amañ-dindan emañ testenn al lizher.
Itron Prezidantez,
Abaoe bloavezhioù e vez skignet d’ar Sul vintin an abadenn « Bali Breizh » war Frañs 3 Breizh. « Red an Amzer » a oa an abadenn skignet d’ar Sul vintin a-raok « Bali Breizh ». Un degouezh a-bouez evit ar vrezhonegerien dre ma ‘z eo unan eus an abadennoù nemeto e brezhoneg war ar skinwel publik.
Dibabet o ‘p eus hep goulenn ali ar Vretoned skignañ an abadenn-se d’ar Sadorn vintin adalek an distro-skol 2016, da lavaret eo d’un mare ma vez nebeut-tre a dud o sellet ouzh ar skinwel. Un taol fall put eo a vez roet d’ar brezhoneg hag ur brouen ouzhpenn eus an dispriz en deus France 3 ouzh ar Vretoned. Alies e veze lemmet pe cheñchet eur « Bali Breizh » dija evit reiñ plas da genstrivadegoù sport hep liamm ebet gant Breizh. Gouzout a reoc’h mat-tre ouzhpenn-se e vez sellet nebeut-tre ouzh an abadennoù
dre internet. Ur bern tud a vez laosket a gostez pa vez skignet abadennoù dre internet ivez, zoken ma baeont an taos kleweled e-giz an holl. Sur eo ez aio war zigresk an niver a sellerien pa vo skigner “Bali Breizh” d’ar Sadorn vintin. Un digarez e vo evidoc’h goude-se da lemel an abadenn da vat.
Chadenn ar rannvroioù eo sañset Frañs 3 met dislavarus eo ar politikerezh kaset da benn ganti da geñver ar brezhoneg. Skrivet eo e mellad 44 lezenn an 30 a viz Gwengolo 1986 a zivout ar frankiz kehentiñ e empenn hag e skign France Télévisions er rannvroioù programmoù evit anavezout ha brudañ an tiriadoù hag ar yezhoù rannvro. Gant diskrogadennoù ispisial ha da mareoù lec’h ma vez kalz a dud o sellet e vezont skignet» Degas a reomp da soñj deoc’h ivez eus ar pezh a oa bet skrivet en teuliad bet roet d’ar
1añ a viz Gouere 2014 gant Anne BRUCY. Meneget eo « eo ret kinnig servijoù publik tost d’an dud hag azasaet peogwir ez vez gortozet kement-se e lec’h ma ‘z eus identelezhioù rannvroel ispisial. »
Menegiñ a reomp ouzhpenn-se eo disheñvel-tre ar plas roet d’ar brezhoneg e-keñver an hini roet d’ar c’horseg. Abaoe 2007 e vez skignet 24 eurvezh a brogrammoù e korseg bep sizhun war ar chadenn Frañs 3 Via Stella, hag e Korsika e vez fardet ar programmoù-se. Ur programmoù a vez sellet ar muiañ e
Frañs eo e-keñver ar chadennoù Frañs 3 all. Daoust hag ez eus eus pennaenn ar c’hevatalded e Frañs c’hoazh?
Goulenn a reomp groñs e vije programmet an abadenn « Bali Breizh » en-dro evel ma oa betek hen ha gortoz a reomp e vije diorrennet a galz an abadennoù e brezhoneg skignet pe vez kalz tud o sellet ouzh
ar skinwel.
Strollad Ai’ta Breizh