Lizher digor da zilennidi Breizh (kuzulierien rannvro, kannaded, senedourien) :
Pa ziskouez splann an SNCF hag ar gouarnamant o dispriz evit hor yezh !
Graet e oa bet goap eus ar brezhoneg an hañv-mañ dija er pennad anvet « 10 tra da chom hep lavaret d’ur breizhat ».E touez ar goulennoù « eo aet skuizh ar Vretoned da glevout », hervez an SNCF e oa ar goulennoù-se, savet d’ur strollad mignoned sañset : « Penaos ‘mañ ar bed ganeoc’h ? ». Hag ar respont : « C’est du breton ? Parce qu’on ne comprend pas le breton en fait ! ». Pe c’hoazh : « Kenavo, ça va bien ? » – On ne dit jamais ça entre nous, pas plus que les japonais mangent des sushis aux tomates séchées ». Da heul klemmoù war ar rouedadoù sokia e oa bet ar bajenn-se benn-ar-fin, met dalc’het eo bet un eilskrid war hol lec’hienn.
Kenderc’hel a ra koulskoude an SNCF hag ar Stad C’hall gant seurt emzalc’h, dre mouezh ar sekretour-Stad stag da vinistrerezh an endro e-karg eus an treuzdougen. D’ar 1añ a viz Gwengolo 2016 eo bet embannet e kazetenn ofisiel ar Sened ar respont d’ar goulenn dre skrid bet savet gant Michel Ar Skouarneg (goulenn dre skrid n° 14637). A zivout ar banellerezh staliet e tiez-gar Breizh eo ar goulenn-se.
Goulennet en doa ar Senedour digant ar gouarnamant « sikour, asambles gant an dilennidi ha renerezh an SNCF da lakaat ur banellerezh divyezhek (galleg, yezh rannvro) ha par-ouzh-par e-plas e tiez-gar ar vro, pa ‘z eo posupl ober kement-se. ».
En destenn amañ emañ respont ar gouarnamant. Displegañ a ra “e lak tamm-ha-tamm SNCF Mobilités ur banellerezh divyezhek – galleg ha brezhoneg – gant ar memes stumm ha ment lizherennoù evit an div yezh evit anv an ti-gar, war ar panelloù talbenn ha war ar c’hae. Teiryezhek eo – galleg skrivet bras, brezhoneg ha saozneg skrivet bihan – ar panellerezh hentañ ha servij”.
Gevier eo kement-se ha mezhus eo aberzh Gares et Connexions, framm an SNCF e-karg eus kempenn an tiez-gar hag a-berzh ministrerezh an endro e-karg eus an treuzdougen.
N’eus ket tu lavaret eo “divyezhek” ar banellerezh hentañ ha servij, nag “eo bet respontet da goulennoù kevredigezhioù”, nag “e respont da c’hoant kuzul rannvro Breizh da lakaat ar brezhoneg war well en tiez-gar”. Lodenn vrasañ ar banellerezh en tiez-gar eo ar panelloù-se kouskoude.
Sklaer e oa goulenn ar Senedour Michel ar Skouarneg koulskoude. Skrivet en doa e vije ret lakaat ur banellerezh PAR-OUZH-PAR galleg/brezhoneg (memes ment lizherennoù) ha KLOK e-plas pa vez adnevezet an tiez-gar e Breizh.
Reizh eo ar goulenn-se hag ar memes-tra a vez kavet er c’henemglev bet sinet etre ar Stad hag ar rannvro d’ar 15 a viz Here 2015 («evit treuskas yezhoù Breizh ha diorren o implij er vuhez pemdeziek»). Meneget eo e lodenn “treuzdougen foran” an teuliad-se “e fell d’ar rannvro e vefe lakaet tamm-ha-tamm ur banellerezh divyezhek brezhoneg / galleg par-ouzh-par e-plas gant ar merourien staliadurioù treuzdougen hag ar re a ra war-dro evit degemer an implijerien”!
“Kit da sutal brulu” a respont koulskoude an SNCF hag ar gouarnamant en desped d’ar goulennoù-se savet a-unvouezh. Ar memes emzalc’h a gaver war ar video hon eus poan d’ober « kentelioù brezhoneg » anezhañ, war lec’hien internet an SNCF. Ober a raio ar vrezhonegerien o soñj,,,
Penaos ez eo posupl lavaret eo “divyezhek” ar panelloù staliet en tiez-gar pa vez roet plas ur yezh estren d’ar brezhoneg, par gant ar saozneg, da lavaret eo teir gwech bihanoc’h eget ar galleg, pa n’eo ket bet troet ur bern elfennoù, anvioù ar c’herioù en o zouez, e-giz “Quimper” ha “Lorient “da skouer e ti-gar Kemperle!
Amañ-dindan e kavit poltredi a ziskouez penaos ez eo e gwirionez ar panelloù “divyezhek” staliet nevez ‘zo e tiez-gar Plouared-Treger, Gwengamp ha Kemperle.
Nullañ a ra an SNCF hag ar gouarnamant gant an doare-se d’ober an taolioù arnod bet kaset da benn gant ar rannvro daou vloaz ‘zo. Staliet e oa bet panelloù divyezhek par-ouzh-par e tiez-gar adnevezet (tiez-gar TER Mousterel-an-Il, Menezalban) hag e ti-gar Landerne gant an ti-kêr. Evit abegoù ideologel nemetken eo bet nac’het an araokadennoù-se gant an SNCF.
Kroget en deus en-dro strollad Ai’ta! gant e oberennoù a-enep an SNCF neuze ha kenderc’hel a raio betek ma vo staliet ur banellerezh divyezhek brezhoneg / galleg doujus ouzh hor yezh.
E penn kentañ Miz Here hon eus kaset ul lizher d’ar renerezh Frañs SNCF la direction nationale de la SNCF erbedet ar wez-mañ!