E miz Mae 2008 e oa bet lid-digoret Kêr ar bageal An Oriant Eric Tabarly dirak an Ao. Jean-Yves an Drian, Prezidant Rannvro Breizh. Tu e oa da zizoloiñ e teir yezh (galleg, saozneg, brezhoneg) ar bageerezh-dre-lien hag ar redadegoù en donvor. Holl banellerezh diabarzh salioù-diskouezadeg Kêr ar bageal, ar panelloù displegañ hag henchañ, ar c’hoarioù etregwezhiat e oa tu da lenn ha da implijout e brezhoneg.
E miz Mae 2015 e addigore kêr ar bageal, goude un nebeut mizioù labour, bet nevesaet gant ur mirdiourieh hag ur panellerezh teiryezhek nevez (galleg, saozneg, alamaneg), arc’hantaouet get ar rannvro dre ur skoazell a 200 00 € . Met…SKARZHET e oa bet ar brezhoneg ! Aozet e oa bet get hor strollad un nebeut deizioù goude un oberenn mod «die in» a-benn sevel groñs a-enep an treitouraj-se !
Degemeret e oa bet hor strollad gant tolpad an oriant goude e miz Gouel Mikael 2015 ha kinniget hor boa un doser klok get kinnigoù pleustrek àr plas ar brezhoneg e Bro An Oriant (teul en linenn àr hol lec’hiennn). En em gavet e oamp bet ivez get skipailh kêr-bageal e miz An Azvent 2015.
Abaoe … netra !!! N’eo ket bet klokaet ar panellerezh get ar brezhoneg, gweladenn heñchet erbet e brezhoneg evit an dud daet pe ar skolidi, stummadur erbet kinniget d’ur goprad a youl-vat ag ar SELLOR evit bout stummet àr ar yezh !
Diskouez a ra splann ne ra foutr kaer ag ar brezhoneg tolpad ha kêr An Oriant. Neoazh e miz Genver 2012 e oa bet sinet get Kumuniezh Tolpad Kêrioù An Oriant an emglev «Ya d’ar brezhoneg» evit broudiñ implij ar brezhoneg er vuhez foran get Ofis Publik ar brezhoneg. Engouestlet e oa an tolpad tizhout al live 3 eus ar garta (4 live enni) 3 blez goude (evit dibenn 2014…). (amañ diviz an tolpad kemeret d’an 28 a viz gouel Mikael 2011).
Poent eo neuze lakaat al labour àr ar stern en-dro… evit lakaat gwask àr Prezidant an Tolpad, Ao. Métairie e-unan ! Setu perak e ao bet aozet d’arsadorn 22 a viz Gouel Mikael ur «weladenn heñchet stourm» e brezhoneg e kêr bageal An Oriant get ar strollad Ai’ta!
Diboell eo ivez seurt politikerezh a-enep d’ar brezhoneg da vare e krog an traoù da fichal en-dro get ul lañs nevez evit ur politikerezh yezh get ar rannvro met ivez get departamant Penn-ar-Bed, dre ar soñj stur a-bouez, lakaat ar skoazelloù argant da vout dalc’het get ar fed ma vo kemeret e kont ar yezh en holl raktresoù !