D’ar 15 a viz Here 2016 en deus kemeret perzh Ai’ta! e “Emgavioù rannvro ar brezhoneg” aozet gant Rannvro Breizh.
Embann a reomp dielfennadenn Ai’ta! diwar-benn ar bilañs kinniget gant ar Rannvro. Amañ da heul e kavfoc’h renabl kinnigoù Ai’ta! evit politikerezh yezh ar Rannvro.
Emgavioù rannvro ar brezhoneg: Rentañ-kont Ai’ta!
D’ar Sadorn 15 a viz Here 2016 e oa bet aozet “emgavioù ar brezhoneg” gant Kuzul Rannvro Breizh. Abaoe pell amzer ne oa ket bet pedet an holl gevredigezhioù, strolladoù pe embregerezhioù a labour war ar pemdez evit ar brezhoneg. Asambles o deus lakaet ar gaoz war ur politikerezh yezh nevez evit ar Rannvro.
Distreiñ a reomp da gentañ war ar bilañs budjed kinniget gant ar Rannvro hag en eil lodenn e vez renablet kinnigoù Ai’ta! evit politikerezh yezh ar rannvro.
1) Bilañs arc’hant politikerezh yezh ar Rannvro abaoe 2004.
Pouezet kreñv eo bet gant dilennidi ar rannvro war ar fed e oa bet daougementet budjed war ar brezhoneg abaoe m’emañ ar galloud gant skipailh An Drian. Tremenet eo eus 3 milion a euroioù e 2003 da 7,5 milion e 2016. Met n’eo ket bet lavaret eo bet tizet ar sammat-se e 2011, hag abaoe eo chomet ar budjed da 7,5 milion a euroioù. Tizhet vije bet ur solier aze ?
Dielfennet eo bet gant Ai’ta! ar budjedoù pourvezet gant ar Rannvro abaoe 2005 (adalek ar sifroù kavet war lec’hienn ar Rannvro). Stabil eo budjed ar rannvro abaoe 2011:
Digreskiñ a ra zoken pa seller ouzh an dispign dre annezad:
Ha pa geñverier ar budjed gouestlet d’ar brezhoneg gant budjed hollek (budjed kentañ) Rannvro Breizh e tigresk neuze ar budjed gouestlet d’ar brezhoneg e-keñver budjed hollek ar Rannvro abaoe 2004 (deus 0,7 % e 2006 eo tremenet da 0,57 % e 2016).
Keñveriomp ar budjed-se ouzh hini broioù all: Korsika, Katalonia ha Kembre. Teir gwech bihanoc’h eo ar sammad postet gant Rannvro Breizh dre annezad, eget hini Korsika, Kembre, ha pell-tre diouzh hini Katalonia (21,20 € dre annezad, da lavaret eo 10 gwech gwanoc’h).
Ma vefe bet dalc’het gant ar striv bet graet etre 2003 ha 2011, pa oa bet daougementet ar budjed, en dije tizhet budjed 2017 evit ar brezhoneg 15 milion a euroioù !
Ma ne vo ket graet ur striv da vat get ar Rannvro evit lakaat ar yezh da vezañ unan eus he frioriezhioù , gant piv e vo graet ?
Da heul an dielfennadenn graet a-us e c’houlenn strollad Ai’ta! e vefe postet 15 milion a euroioù evit ar brezhoneg a-benn 3 bloaz (4€ dre annezad, da lâret eo 1% eus budjet ar Rannvro ) evit kas war-raok ur politikerezh yezh efedus..
Ur bazenn gentañ e vo a-raok tizhout budjedoù dre annezad ar broioù all gant ar pal tizhout 20 €/annezad a-benn 10 vloaz.
2) Kinnigoù Ai’ta evit politikerezh yezh ar Rannvro
Renablet e vez amañ-dindan ar c’hinnigoù graet hervez temoù ar bodadoù-labour bet dalc’het d’ar 15 a viz Here.
1- Ar c’helenn
Ha pa vefe eus ar c’helenn divyezhek abaoe 40 vloaz e Breizh n’eus evit c’hoazh steuñv diorren ebet da vat na politikerezh youlek ebet douget gant ar pennadurezhioù er c’hontrol diouzh ar pezh a c’hoarvez e Korsika, Elzas hag Euskadi.
Koulskoude, abaoe ma eo bet lakaet da dalvezout mellad L 312-10 e Kod an deskadurezh el lezenn da ad-diazezañ ar skol e miz Gouere 2013, e ro ar mellad-se ar galloud d’ar strollegezhioù lec’hel da aoziñ an doare da gelenn ar yezhoù bihanniver dre sinañ ur c’henemglev gant ar Stad. “Leur enseignement (ndlr : des langues et cultures régionales) est favorisé prioritairement dans les régions où elles sont en usage. Cet enseignement peut être dispensé tout a long de la scolarité selon des modalités définies par voie de convention entre L’Etat et les collectivités territoriales où ces langues sont en usage !”
E Breizh, n’eus bet lakaet araokadenn vras ebet da dalvezout evit kelenn ar brezhoneg er skolioù. Dister en ur mod eo ar c’henemglev a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh sinet d’an 20 a viz Here 2015.
Er c’hontrol eo bet divizet da vat ur politikerezh youlek en Alsaz gant ur c’henemglev-stern 2015-2030 hag ur c’henemglev oberiant 2015-2018 sinet d’an 1ñ a viz Even 2015 hag e Korsika nevez zo gant ur c’henemglev sinet d’an 2 a viz Du 2016 gant ar pal hollekaat ar c’helenn divyezhek.
kinnigoù :
- Cheñch ar mod da ginnig ar sifroù
Dav eo kinnig an disoc’hoù en ur ginnig feur ar vugale en hentennoù divyezhek e-keñver an niver a vugale hollek skoliataet e Breizh ha n’eo ket muzuliañ an traoù gant niver a vugale skoliataet e hentennoù brezhoneg hepken.
Disheñvel-tre eo an traoù hervez ar feson ma kinniger an disoc’hoù :
En Elzas, 15% eus ar skolidi a zo en un hentenn divyezhek er c’hentañ derez. Er gevrat Rannvro-Stad sinet e miz Even 2015 eo bet lakaet ar pal da dizhout 25 % eus ar skolidi en hentad divyezhek o kregiñ er 6vet divyezhek ( ar rannvro Alsaz hag an daou zepartamant o deus gouestlet 3 M€ / bep bloaz evit an 3 bloavezh o tont er c’henemglev evit an deskadurezh 2015-2018)
En Euskadi Norzh, 39 % eus ar skolidi a oa skoliataet en un hentad divyezhek er c’hentañ derez e 2016. E 2016, 65% eus ar skolioù a ginnige un hentad divyezhek ivez.
E Korsika : ur youl evit hollekaat ar c’helenn divyezhek er gevrat Stad- Korsika bet sinet e miz Du 2016 (2016-2020) ( 35 % eus ar vugale er c’helenn divyezhek er c’hentañ derez, 100 % eus ar skolidi o deus un tañva eus ar c’horseg e 2015). Budjed ar strollegezh lec’hel evit padelezh ar gevrat steuñv : 3,6 M€.
Er c’hentañ derez e Breizh e 2015 : ne oa nemet 2,8 % eus ar skolidi a oa en hentennoù divyezhek ha n’eus nemet 7,7 % eus ar skolioù a ginnig un hentad divyezhek. 92 % eus ar skolioù-mamm ne ginnigont hentad divyezhek ebet c’hoazh ! (daveennoù ofis ar brezhoneg, Teul ar c’helenn divyezhek 2015)
Hag en tu all da Mor–Breizh : Ministr Gouarnamant Kembre e-karg eus ar stummadur padus ha dibaouez hag ar c’hembraeg en doa disklêriet e-kerzh lid-digeriñ ur greizenn stummañ nevez evit ar c’hembraeg d’ar 15 a viz Here 2016 : “The Government has set an aim of ensuring a million Welsh speakers by 2050. Our schools and children have a vital part to play in helping us achieve this aim, they are the future of our language and our nation.” E 1960 e oa niver a vrezhonegerien ha kembraegerien damdost (tro 600 000 komzer ) . E penn kentañ an XXI vet kantved emañ stad an traoù disheñvel mik etre Breizh ha Kembre.
- Lakaat palioù war hir dermen gant ur gwir steuñv diorren
17 000 skoliad e 2017 n’eo ket trawalc’h: : 1,84 % a skolidi divyezhek e Breizh (4 departamant). Mantrus eo chom gant pal an 20 000 bugel e 2020. Ar memes pal a oa bet lakaet gant ar rannvro e 2004 da dizhout e 2010… Ur vezh zoken !
“Ma vez dalc’het gant al lusk kreskiñ a zo bremañ e vo ret gortoz ouzhpenn 100 vloaz a-raok ma errufemp da feur skoliata an Elzasianeg hiziv an deiz !” (teul-mammenn : ofis ar brezhoneg, ar c’helenn divyezhek e Breizh 2015)
- Sifroù resisoc’h
Evit heuliañ diorren ar sistem skol divyezhek e Breizh e vije mat kavout sifroù nevez muzuliet gant an Ofis. Da skouer, mat ‘vefe klokaat ar studiadennoù gant an niver a glasadoù divyezhek digoret e kumun-mañ kumun, an dregantad a glasadoù divyezhek er skolioù divyezhek.Kement all a zo a-bouez evit muzuliañ pouez an hentenn divyezhek en ur skol bublik a zo unyezhek galleg ivez.
- Lakaat palioù evit kalite ar yezh
Ne c’heller ket embann ez eus kement a vugale en hentennoù divyezhek ma n’int ket gouest da gomz e brezhoneg o tont er-maez eus ar skol. E Euskadi-Norzh eo bet termenet ur steuñv a-fed palioù yezh hag aotreet eo bet ar skolioù-mamm en deskadurezh stad hag en deskadurezh katolik da vont en tu all eus ar parder galleg-euskareg en ur mod arnodel. Aotreet eo bet e Korsika d’ober memes mod er c’henemglev sinet e miz Du 2016.
- Uhelaat live brezhoneg ar skolaerien hag ar gelennerien, steuñv stummadur dibaouez
Da heul 6 mizvezh staj stummadur hir e c’hoarvez da skolaerien zo mont da gelenn diouzhtu. Re abred eo evit lod. Kinnig stummadurioù donaat hag heuliañ stajoù er c’hlas gant skolaerien/kelennerien. Evit ar gelennerien divyezhek titlet eo ret kinnig dezhe ur gwir stummadur dibaouez evit gwellaat an doareoù da gelenn e brezhoneg, kinnig emgavioù etre ar skolaerien/kelennerien diwar benn kudennoù ha diskoulmoù ar c’helenn brezhoneg bep bloaz (Er c’hendividizad sinet e Korsika, nevez zo, e vo kinniget prantadoù hir stummañ : etre 40 eurvezh hag 90 eurvezh bep bloaz, erlec’hiet e vint gant kelenerion erlerc’herien)
- Kreñvaat da vat ar gelennadurezh divyezhek en eil derez ha lakaat an diarbennoù a zere da dalvezout evit ober d’an troc’h evit tremen eus ar 1ñ d’an eil derez digreskiñ (poloù kempoell diazezet war ur c’hinnig solut er 1ñ derez, doujañ d’ar parded eurioù : eurioù hanter-hanter rik, dedennañ an dud, aesaat an treuzdougen betek ar skolajoù, liseoù).
- Lakaat diazezañ un hentad divyezhek kentañ en eil derez teknologel, micherel, labour-douar ha mor
- Broudañ ar strollegezhioù lec’hel da stummiñ e brezhoneg ar SASM (skoazellerien arbennikaet skolioù-mamm – ATSEM) , an EBS (eilerien buhez skol – AVS) , ar vuhezourien droskol er skolioù-mamm ha skolioù-kentañ (TAP).
Lakaat e pleustr ur steuñv stummadur dibaouez get ar c’humunioù hag ar skolioù kentañ derez, ha kinnig ur skoazell evit erlec’hiañ an dud e-pad o stummadur.
- Lakaat da dalvezout un tañva d’ar brezhoneg ha sevenadur Breizh er 1ñ derez en hentadoù unyezhek
Un dra zo bet meneget er c’hendivizad gant ar Stad e miz Here 2015 “Dans le premier degré , une attention particulière sera portée à la possibilité d’offrir une sensibilisation à la langue et à la culture bretonne dans l’enseignement afin que les élèves puissent se familiariser avec le patrimoine régional y compris en adaptant les outils pédagogiques nécessaires.” Met seblant netra zo bet raktreset a-fet deiziataer ha steuñv stummañ evit ar gelennerion unyezhek…
- Lakaat e pleustr ur bodad heuliiñ ar c’hendivizad sinet gant ar Stad gant emvodoù reoliek, 3 wech ar bloaz da nebeutañ
Dav e vo kaout ur bodad heuliañ reoliek evit heuliañ an divizoù bet lakaet er c’hendivizad (2015-2020) gant ar stad war ar c’helenn brezhonek.
- Ha dreist-holl admarc’hata ar c’hendivizad araok 2020 gant ar pal kaout ur gwir bolitikerezh youlek evit ar c’helenn brezhonek (pal a fed niver a vugale en hentadoù divyezhek adtalvoudekaet, ur gwir steuñv diorren liesvloaziek gant palioù resis sifret ha termenet dre zepartamantoù ha dre dakadoù ha lakaet e pleustr gant steuñvoù oberoù bloaz) ha lakaat ‘barzh ar jeu an departamantoù breizhat ivez (sinet eo bet gant departamant Penn-ar-Bed ur brastres yezh 2016-2021 a zo e bal tremen d’un niver a vugale eus 7 % en hentadoù divyezhek da 10 % -15 % en hentadoù divyezhek a-benn 6 bloaz).
2 – Ar stummañ micherel, dibaouez ha personel war ar brezhoneg
- Diorren ar stummadurioù e brezhoneg evit ar c’hargidi
Ledanaat ar c’hinnig stummadurioù e brezhoneg kinniget gant ar CNFPT, hag e pep departamant, liger Atlantel en o zouez evel just.
3 – Buhez foran ha bezañs ar brezhoneg er gevredigezh
- Bezañs ar brezhoneg evit kaout yalc’hadoù a-berzh ar Rannvro
Rediañ d’ober en un doare divyezhek klok (dre skrid, dre gomz…) ha gant ur parded brezhoneg-galleg pa vez roet yalc’hadoù gant ar Rannvro. Gant departamant Penn-ar-Bed eo bet divizet kement-se. E-giz-se ne c’hoarvezo ket en-dro ar pezh zo bet e mirdi Pont Aven pe e kêr bageal an Oriant, hag e kement a lec’hioù c’hoazh.
- Doujañ ouzh ar c’henemglev Stad-Rannvro bet sinet e miz Here 2015 evit an 2 pal nemeto lakaet el lodenn “diorren bezañs hag implij ar brezhoneg en dachenn foran”
Abaoe miz Here 2015, n’eus tra zo aet war-raok a fed panellerezh divyezhek par-ouzh-par gant ar galleg war an hentoù tizh (DIRO) ha gant SNCF. D’ar rannvro eo da voutañ evit ma vefe lakaet ar pezh a fell dezhi e pleustr.
- Lakaat da glevet ar brezhoneg en trañsportoù publik
N’eo ket diaes enrollañ ha ne goust kazi netra pa ne vefe un nebeut kilo-okted ouzhpenn e urzhiataerezhioù an trenioù.
- Reiñ ul lusk nevez d’ar garta “Ya d’ar brezhoneg”
Arc’hantaouiñ ha tutañ tud e Ofis publik ar brezhoneg evit-se ma vez ezhomm. Heuliañ ar sinerien, ha degas da soñj dezho an engouestloù bet sinet ha n’int ket doujet ‘vit c’hoazh. Reiñ d’an ajañs ur gwir garg evit diorren ar brezhoneg er strollegezhioù lec’hel, ha pas hepken respont d’ar goulennoù, ar pezh vez graet hiziv an deiz. Labourat asambles gant an Tiez ar Vro pe an Emglevioù Bro evit ma vefe tizhet al liveoù lakaet da bal gant ar sinerien d’an deiziadoù dleet. Gellout tennañ ar Garta pa ne vez graet striv ebet ken gant ur gumun pe ur gumuniezh kumunioù. Mankout a ra ur gwir liamm lec’hel da Ofis Publik ar Brezhoneg evit heuliañ stad an traoù e pep korn vro. Implij rouedad anTier Bro pe Emglevioù a vefe ur raktres brav hag efedus a liammfe ar vrezhonegerien etreze.
4 – Mediaoù ha niverel
Tele
- Lakaat da dalvezout ar feur-emglev war ar “raktres klewelet Breizh” sinet d’an 10 a viz Ebrel 2015 evit 3 bloavezh. Meneget e oa e-barzh :
- ”un evezh priorek d’ar yezhoù Breizh en ur harpañ o implij, ivez dre ur mod diduadenn, o anaoudegezh, o treuzkas ne vern ar c’helaouedennoù meneget”
- “lakaat e pleustr un unvez produiñ programmoù tematek gouestlet d’an deskiñ ar yezh ha gwellaat anaoudegezh eus ar yezh”
- “produiñ ha skignañ abadennoù e brezhoneg war sujedoù n’int ket gouestlet da Vreizh”
Evit tizhout ar palioù-se eo ret tremen gant :
–ur budjed gouestlet d’ar brezhoneg hepken er budjed kleweled hollek votet gant ar rannvro (2 M€ evit 3 bloavezh), steuñviñ liesvloaziek ar programmoù, dre an niver, an eurioù produet, rummadoù ar programmoù… (abadennoù bugale yaouank, 6-10 vloaz, krennarded, sport, deskiñ ar yezh , teulfilmoù, keleier, heuliadoù, filmoù berr faltazi)
– diorren ur savenn niverel lies-skorioù (urzhiater, skinwelerioù kevreet, pellgomzerioù, tablezennoù, letrinoù c’hoari..) evit an abadennoù brezhonek evit lakaat e-kerz stok abadennoù, meret gant gwarez filmoù Breizh hag an abadennoù bet skignet war ar chadennoù all (Frañs 3 Breizh, Brezhoweb, Tébéo, TébéSud ha TV Roazhon).
Skignet e vefe ar porched-mañ war boxoù niverel kinniget gant ar bourvezerien moned war ar genrouedad (Free, Orange,…) . Un takad skinwel nevez e vehe gant ur servij adkemer (skinwel adkemer ha VOD gant servij Dizale Breizhvod a vefe unan eus e lodennoù). Gallout a rafe ar savenn-se gwellaat gwelusted stok an abadennoù brezhonek hag an abadennoù nevez arc’hantaouet gant ar rannvro en ur zerc’hel kont eus ar boazioù nevez evit sellet ouzh ar programmoù skinwel (estreget an TNT).
Radio
- Bezañ mestr war an ingalañ frekañsoù radio hag an tele e-plas ar CSA. N’eo ket normal ez afe bepred ar frekañsoù nevez digoret gant ar radiooù Gall ha kenwerzhel,
- Souten ar radioioù kevredigezhel da sevel ur radio nevez e hanternoz Bro-Dreger, ur frekañs nevez evit RBG e Bro an Oriant, ur frekañs nevez evit Arvorig FM e Brest ha diorren ar servijoù e Roazhon ha Naoned (raktres radio kerne)
Sinema
- Krouiñ un droiad filmoù evit ar skolajoù, liseoù ha kreizennoù stummañ
- Kentelioù kompren ar skeudennoù gant filmoù produet evito,
- Rediañ an troerien (miz an teulfilmoù) da skignañ filmoù e brezhoneg e pep departamant.
Kelaouennoù
- Souten ar c’helaouennoù da dremen d’an niverel
TIC – Teknologiezhioù nevez
- Sevel ur rann nevez e diabarzh Ofis Publik ar Brezhoneg (pe en diavaez) evit souten, kenurzhiañ hag heuliañ an deknologiezh nevez e brezhoneg (reizhiadoù korvoiñ : urzhiataerioù, pellgomzerioù, tablezennoù niverel, sistemoù digejañ ar gomz, mouezhioù sintetek, GPS, c’hoarioù video, arloadoù war hezougoù, arloadoù treiñ evel Google translate, letrinoù c’hoari, sistemoù emgefre er gourmarc’hadoù, er porzhioù-servij, bankoù, bilhederezhioù, darvoudoù..)
- Bevañ, a reomp en un endro m’emañ a bouez an TIC e-barzh hor buhez pemdeziek. Un tiriad neveziñ eo Breizh gant diorren rouedadoù pellgehenterezh, kantinoù niverel, ar fablaboioù, ha lec’hioù “coworking”. Poent eo lakaat ar brezhoneg ‘barzh ar jeu ivez dre ziorren ostilhoù nevez evit ar yezhoù dre vras. Diskoachet en deus krouidigezh ar .BZH raktresoù nevez, o deus ezhomm danframmoù ha diskoulmoù ijinek ha budjedoù. Ur priorelezh eo deuet da vezañ lakaat ar yezh e-barzh an deknologiezhioù nevez.
- Savennoù zo bet lañset pe a zo o klask arc’hant : kumuniezhioù (Stag), kenweturiñ (War an hent), dudi ha beajiñ (Bev). Kevredigezhioù evel “An Drouizig” pe “Les Chats Cosmiques” a dro meziantoù libr. Re all a aoz stummadurioù kehentiñ / web evit an dud a youl vat ha pennoù kevredigezhioù a c’houlenn groñs bezañ stummet war hentennoù efedus ha binvioù a-vremañ a c’hell bezañ implijet evit ar yezh.
- Troet eo bet Facebook dre implij labour ur bern tud a-youl vat, ar memes tra zo c’hoarvezet evit meiziantoù all (Firefox, Libre Office, Ubuntu…). Gortozet ‘vo bremañ ma vo troet e brezhoneg Twitter, SnapChat ha rouedadoù sokial ijinek all. Met n’eus ket tu kenderc’hel gant an dud a-youl vat hepken. Dav e vo ambrougiñ al lusk-mañ dre vicherelaat an obererezhioù a-benn tizhout ul labour padus, sirius hag a galite evit un niver brasañ a brogrammoù.
5 – Ar pleustroù sevenadurel e brezhoneg
- Souten ivez ar c’hrouidigezh hag ar skrivañ levrioù
Mat eo skoazellañ an embann levrioù hag an troidigezhioù. Gwelloc’h c’hoazh ‘vije souten ivez ar c’hrouidigezh hag ar skrivañ levrioù. Souten ar skrivagnerien ha souten ar stummañ war ar skrivañ.
- Ober al liamm etre an tiez bro hag Ofis Publik ar brezhoneg evit an troidigezhioù
Evit kinnig troidigezhioù a zere gant an tiriad hag live ar vrezhonegerien a-vihanik. Skouer an tramgarr e Brest : treiñ “Personne à mobilité reduite” gant “Tud dalc’het en o c’heflusk” . Sur walc’h e vefe bet komprenusoc’h treiñ “Tud o deus poan da vale”. Perak ober gant ur brezhoneg implijet gant den ebet? Diboell eo.
- Rediañ ar salioù arvest, ar salioù sonerezh a-vremañ soutenet gant ar rannvro da ginnig abadennoù (pezhioù c’hoari, sonadegoù, arvestoù..) e brezhoneg ivez ha reiñ bod d’arzourien en annez evit krouiñ arvestoù e brezhoneg.
- Krouiñ ur greizenn arzoù a-vremañ kreñv
Ur greizenn e lec’h a c’hellfe bezañ krouet, pleustret ha diskouezet abadennoù c’hoariva, sonerezh, dañs, arzoù kaer. Kement all a groufe liammoù etre an arzoù, ar strolladoù a youl vat hag ar re a vicher.