Douget eo bet ur cʼhinnig lezenn evit “kas ar yezhoù rannvro war-raok ” gant ar cʼhannadez PS Annie Le Houerou. Kensinet eo bet gant hanter ar strollad sokialour, e brezidant en o zouez. Dʼan 30 a viz Du e vo studiet er breujoù. Klask a ra e mod-se ar gouarnamant hag ar cʼhannaded sokialour lakaat da zisoñjal tarvidigezh al lezenn damheñvel kinniget gant Paul Molac e miz Genver tremenet.
Un doare ouzhpenn eo dʼober goap ouzh ar re a fell dezho reiñ un dazont dʼar yezhoù minorelaet. Anat eo e vo dibosupl kadarnaat al lezenn-se ar breujoù hag er sened a-raok an dilennadegoù da zont. Peadra zo neuze da gaout douetañs e youl an dilennidi PS da kas ar raktres da benn, o cʼhouzout ne oant ket er breujoù e miz genver evit votiñ ul lezenn ar memes palioù enni. Pal nemetañ ar pezh cʼhoari-se zo touellañ ar Vretoned a-raok an dilennadegoù prezidant ha kannad o tostaat. Ne gouezimp ket en toull-trap a lakfe acʼhanomp da grediñ e teuio araokadennoù eus ar stad. Nacʼhadenn ar strollad sokialour kement hag hini ar republikaned da sinañ karta Europa ar yezhoù o deus diskouezet nʼeus netra da cʼhortoz a-berz Pariz.
Eus un tu all e cʼhortozomp araokadennoù bras a-berz rannvro Breizh ha strollegezhioù lecʼhel ar vro. Da heul emgavioù ar brezhoneg aozet dʼar 15 a viz Here e cʼhoulennomp e vefe heuliet gant ar rannvro ar memes hent ha Kuzul Departamant Penn-ar-Bed nevez-ʻzo, pa ʼz eo bet votet ar steuñv evit ar brezhoneg. Kammedoù a zo dʼober e-keñver ar banellerezh war hentoù ar stad da skouer hag ivez e-keñver an SNCF e-giz ma ʻz eo bet skrivet er cʼhenemglev sinet etre ar Stad hag ar Rannvro e miz Here 2015. Goulenn a reomp ivez e vefe rediet dʼober gant ar brezhoneg evit kement raktres arcʼhantaouet gant ar rannvro.