03
Aug
2017

Respont ebet digant ar Stad : kenderc’hel a ra Ai’ta! da zistaliañ panelloù an hentoù-tizh

D’an 21 a viz Gouere paseet en doa adkroget strollad Ai’ta! gant an distaliañ panelloù war an hentoù-tizh e Breizh o welet ne groge ket ar Stad hag an DIRO gant ar staliañ panelloù divyezhek war an hentoù-se.

Un emglev a zo bet sinet etre rannvro Breizh hag ar Stad e miz Here 2015 lec’h m’eo skrivet e vo lakaet e plas panelloù divyezhek war an hentoù-tizh, evel ma vez graet abaoe un toullad bloavezhioù gant ar strollegezhioù lec’hel e Breizh.

Bloaz hanter war-lerc’h ne oa bet graet tra ebet hag en doa ranket strollad Ai’ta! distreiñ war an dachenn evit ma grogfe ar rannvro hag ar Stad da eskemm war an dachenn-se. N’eus deuet netra pleustrek evit c’hoazh avat pa chom ar Stad da randoniñ kozh kaozioù kuit d’ober tra.

Setu perak eo bet distaliet un dousennad panelloù gant strollad Ai’ta! war an RN 12 etre Brest ha Montroulez d’ar Merc’her 2 a viz Eost. Fellout a ra deomp e vefe staliet buan ar panelloù divyezhek kentañ war an hentoù-tizh e Breizh, brezhoneg par ouzh ar galleg.

Panelloù divyezhek a zo  dija war an RN12 etre Penn-ar-C’hleuz ha Kergaradeg, da lavaret eo war vord an hent meret gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed. N’eus abeg objektivel ebet neuze ne vefe ket graet kemend-all war an hentoù dindan mestroniezh ar Stad C’hall e Breizh.

Oberoù all a c’hellfe bezañ a-raok pell ma ne cheñch ket ar Stad hag an DIRO penn d’ar vazh.

Panell (Brest-Montroulez)

Panell (Brest-Montroulez)

«
»

Comments are closed.

Rannañ