Emgav d’ar Sadorn 9 a viz Gwengolo da 11 eur dirak burev kannad Richard Ferrand e Kastellin
Diwan lakaet diaes, anv Fañch difennet, brezhoneg lakaet a-gostez el lec’hioù foran : Daoust hag e vo Macron touller bez ar Brezhoneg ?
- Ur sizhunvezh goude an distro-skol eo start mont en-dro kalz skolioù Diwan c’hoazh abalamour d’an diviz kemeret a daol trumm gant ar gouarnamant da ehanañ an implijoù skoazellet.
- Memes mod eo kantadoù a c’hevredigezhioù hag a implijoù a vez lakaet en arvar (kentelioù noz, radioioù, c’hoariva, festivalioù…) e touez ar re o labourat evit ar brezhoneg ma vez paouezet gant ar c’hevratoù CAE-CUI.
- D’ar Merc’her 13 a viz Gwengolo e vo embannet diviz lez-varn ensav meur Kemper a zivout an anv Fañch. Riskloù bras a zo e vefe difennet reiñ anvioù brezhoneg d’hon bugale.
- Daou vloaz goude ma vefe bet sinet ar c’henemglev evit ar brezhoneg gant ar Stad C’hall ha Rannvro Breizh ne vez ket doujet ouzh an engouestloù a zo enni (skinwel, radio, niverel, panellerezh…).
N’eus ket ar brezhoneg da vezañ e-giz ur yezh estren e Breizh ken !
Goulenn a reomp neuze digant Prezidant Republik ar Stad C’hall, digant ar gouarnamant ha digant kannaded ar muianiver LREM emañ Richard Ferrand ar penn bras :
- Nullañ an dibab paouez gant ar c’hevratoù skoazellet evit dec’hel an implijoù war an dachen sevenadurel hag hini ar yezh.
- Reiñ an tu d’ar skolioù Diwan da resevout ar skodenn-skol dre ret evit kadarnaat postoù labour war hir dermen ha lakaat e plas ur statud arbennik evit ar c’helenn dre soubidigezh.
- Kemm kelc’hlizher an 23 a viz Gouere 2014, awenet gant prinsipoù ar Spont bras ha dibabet e 1794 hag a zifenn da reiñ an anv brezhoneg a fell d’ar gerent d’o vugale.
- Lakaat e-pleustr buan engouestloù ar c’henemglev Stad-rannvro bet sinet e 2015.
- Ofisielaat ar brezhoneg
Emgav : Sadorn 9 a viz Gwengolo da 11e00 dirak burev kannad Richard Ferrand, 2 staed Baltzer e Kastellin