06
Oct
2017

Staj disentiñ : Penaos stourm evit ar brezhoneg ? D’ar 1añ a viz Du

Diwan lakaet diaes, kevratoù CAE-CUI en arvar e bed ar sevenadur hag ar Brezhoneg, anv Fañch difennet, re nebeut a draoù graet gant ar strollegezhioù lec’hel evit ar brezhoneg, ar yezh lakaet a-gostez war hentoù-tizh ar Stad…

Trawalc’h !
Ha c’hoant ‘p eus stourm evit hor yezh ? 

Kinnig a ra strollad Ai’ta ! ostilhoù pleustrek evit an holl  o deus c’hoant d’ober traoù vit ar brezhoneg da vare un devezh staj:

  • Un devez a-bezh evit deskiñ diazezoù an disentidigezh keodedel.
  • Penaos stourm en un doare efedus ha difeulz hag anavezout ar riskloù hiniennel a-fed lezenn?
  • Penaos sevel un oberenn?  Petra zo tu gounit? Peseurt strategiezh?
  • Peseurt emzalc’h kaout pa vezer galvet gant an archerien?
  • Brudañ : penaos implij ar mediaoù “hengounel”? ar rouedadoù sokial ?
  • Penaos en em wareziñ e-keñver an niverel ? Gant peseurt binviji ober war internet ? 

Evit kaout respontoù, pleustriñ hag eskemm asambles, lakait o anv evit kemer perzh er staj: Skrivit ur postel deomp (darempred [at] aita.bzh).

Lec’h: E Korn-bro Brest (kaset e vo ar chomlec’h resis deoc’h)

Deiziad D’ar Merc’her 1añ a viz Du (devez dilabour), etre 9 e 30 ha 5 e 00 noz

Priz: priz libr (kemer perzh er frejoù). Gant pep hini e teuio peadra da zebriñ evit lein.

«
»

Comments are closed.