03
Feb
2018

Brezhoneg yezh ofisiel : degadoù a banelloù divrezhoneg hentoù-tizh ar Stad distaliet e 10 lec’h e Breizh

Ur wech ouzhpenn ez eus bet nac’het da gerent zo reiñ un anv e brezhoneg d’o bugel. Goude afer Fañch 6 miz zo, eo afer Derc’hen a lak war-wel pegen gwallgaset e vez ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien gant ar Stad C’hall e 2018. Ouzhpenn lezennoù ar Stad eo abalamour d’an diouer a youl a-berzh dilennidi ha servijoù ar strollegezhioù lec’hel hag ar Stad e vez miret d’ar Vreizhiz ober gant o yezh war ar pemdez en un doare normal.

N’eo ket skouerioù all a vank: dilamadur an implijoù skoazellet a lak en arvar ur bern kevredigezhioù a labour gant hag evit ar yezh, nac’het e vez atav panelloù hent divyezhek war an hentoù-tizh daoust d’ar c’henemglev bet sinet etre ar Stad hag ar rannvro e 2015, douget e vez klemm zoken gant prefed ar rannvro a-enep ar re stourm evit ar gwir-se, n’eus ket ouzhpenn 1 eurvezh hanter abadennoù e brezhoneg war ar skinwel publik bep sizhun, ne vez desket ar yezh da 3% eus bugale Breizh nemetken padal e tlefe bezañ desket en holl skolioù, n’eus ket tu ober gant ar brezhoneg dre gomz na dre skrid e lodenn vrasañ ar servijoù publik (treuzdougen a-stroll, ospitalioù, tiez-post, melestradurezh, mediaoù…), hag all. Benn ar fin eo bet aotreet an anv Derc’hen gant ur prokulor da heul an trouz graet gant ar Vretoned. Met gant an doare-se d’ober e vez lakaet mezh ouzhpenn warnomp: Penaos asantiñ e vefe hon gwirioù etre daouarn servijer ur Stad a lak ar galleg da vezañ ar yezh ofisiel nemeti e Frañs?

P’emaomp o stourm evit difenn gwirioù munut a oa bet gounezet bloavezhioù en a-raok e kendalc’h ar brezhoneg da vezañ en ur stad fall. Mervel a raio ma ne vez ket lakaet divizoù politikel kreñv e-pleustr gant ar Stad ha gant ar strollegezhioù lec’hel, gant ar rannvro da gentañ penn. Hervez an UNESCO emañ atav ar brezhoneg en arvar bras. E keit-se e vez ar gouarnamant C’hall o vrudañ al liesyezhegezh…. en estrenvro nemetken evel-just!

D’an holl Vretoned, d’an dilennidi ha da servijoù ar strollegezhioù lec’hel, d’ar c’hevredigezhioù, d’ar strolladoù politikel, d’an embregerezhioù eo d’ober evit reiñ un dazont d’ar brezhoneg. Rak ouzhpenn ul lodenn a-bouez eus hor bro, eo ar yezh un teñzor hollvedel. Da bep hini d’ober e lod neuze ha d’ar Stad da lakaat ur statud ofisiel d’ar brezhoneg e Breizh!

Daoust da klemm ha da gourdrouzoù ar prefed rannvro, met dre ma ouzomp eo reizh hor stourm, ez eus bet dibabet ganeomp kas un oberenn arouezel da benn adarre: Degadoù a banelloù divrezhoneg a zo bet distaliet an noz-mañ war vord an hentoù-tizh meret gant ar Stad C’hall e Breizh, e 10 lec’h a dreuz ar vro (Sant-Brieg, Gwengamp, Montroulez, Brest, Kreiz-Breizh, Kemper, Kemperle, An Oriant, An Alre, Gwened).

Giz ‘m hon eus lavaret dija e kendalc’ho seurt oberennoù keit ma ne vo ket roet ar memes plas d’ar brezhoneg ha d’ar galleg e Breizh. Memes mod ma ‘z eo ofisiel ar galleg e Kebek, ar c’hembraeg e Kembre hag ar galizeg e Galiza e rank ar brezhoneg bezañ ofisiel e Breizh, ar c’horseg e Korsika hag an euskareg en Euskadi!

«
»

Comments are closed.