14
Feb
2018

Politikerezh yezh Rannvro Breizh: lizher digor

Lizher digor kaset d’an holl guzulierien rannvro d’ar 14 a viz C’hwevrer 2018 

Aotrou Prezidant Rannvro Breizh,

Goulenn a reomp un emgav ganeoc’h a zivout politikerezh yezh ar rannvro.

E-pad emgavioù ar brezhoneg a oa bet aozet gant ar rannvro d’ar 15 a viz Here 2016 ho ‘p oa lavaret, pa oac’h bez-prezidant : « Hiziv hon eus treset ur sturfollenn nevez evit ar brezhoneg. Pal ar rannvro a zo kemer emdroadur ar gevredigezh e kont ha respont ouzh ar pezh a vez gortozet gant an aktourien. Kenderc’hel a raimp gant al labour a zo bet kroget hiziv hag e 2017 e vo votet ur bazenn nevez evit hon politikerezh yezh. Greomp evit ma vo liesseurted ar yezhoù un nerzh evit Breizh. » (mammenn : kemennadenn a-berzh rannvro Breizh, 15 a viz Here 2016).

E touez ar raktresoù pleustrek a oa bet graet anv eus outo ganeoc’h e oa ar skoazelloù evit diorren meziantoù hag ostilhoù niverel e brezhoneg. Sanset e vefe bet lakaet ar brezhoneg war wel ivez da vare digoridigezh linenn tizh bras Breizh.

Met, n’eus roud ebet eus an traoù-se e 2018! N’eus bet votet pazenn nevez ebet evit ar politikerezh yezh ha disoñjet eo bet ar brezhoneg penn-da-benn gant ar c’houlzad kehentiñ « Passez à l’ouest ». N’eus programm ebet evit harpañ an ostilhoù niverel e brezhoneg daoust ma ‘z eo un domani strategel evit dazont ar yezh.

Merzet o ‘p eus hon eus kroget en-dro ha kaletaet zoken hon oberennoù war vord hentoù-tizh ar Stad. Rediet omp d’en ober abalamour ma ne vez ket doujet ouzh ar promesa pleustrek nemeti a oa bet notennet er «c’henemglev ispisial evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren o implij war ar pemdez » bet sinet etre ar rannvro hag ar Stad e miz Du 2015. E lodenn « Diorenn implij yezhoù Breizh er vuhez pemdeziek hag el lec’hioù foran » e oa bet meneget e vefe staliet panelloù divyezhek tamm-ha-tamm war vord hentoù-tizh ar Stad.

Estreget an araokadennoùigoù war tachenn an deskadurezh emaomp pell-tre c’hoazh eus ar pezh a zo d’ober evit saveteiñ ar brezhoneg. Hiziv an deiz e welomp eo tost didalvoud ar c’henemglev-se ‘benn ar fin.

Araokadennoù fetis war tachenn ar c’hleveled emaomp o c’hortoz ivez. Kejet hon oa e miz Even 2016 gant an Ao. Jean-Michel Le Boulanger. Met abaoe e c’hortozomp atav un emvod evit heuliañ al labour a oa da vezañ graet. Douget eo bet ar raktres Breizh Creative gant ar rannvro ha krouet ar web media KUB . Met ur wech c’hoazh eo bet laosket ar brezhoneg a-gostez.

Eus an tu all e vez graet labour a-feson gant strollegezhioù all e Breizh. Gant departamant Penn-ar-Bed da skouer ez eus bet lakaet ur steuñv e-plas lec’h ma ‘z eo bet divizet dec’hel kont eus ar brezhoneg e pep raktres arc’hantaouet gant an departamant.

Goulenn a reomp ur gwir diviz a-berz ar rannvro ha pas ur politikerezh «prederioù habaskaüs» . Buan-tre eo ret kavout ul lusk a vo gouest da asuriñ un dazont d’ar brezhoneg. Bremañ eo ret deskiñ ar yezh d’ar rummadoù nevez ha lakaat anezhi da vezañ implijet er vuhez foran.

A-bouez eo d’ar rannvro dibab buan-tre ober e-giz Departamant Penn-ar-Bed. Da lavaret eo arc’hantaouiñ raktresoù pe aozadurioù all gant ma vez kemeret ar brezhoneg e kont ganto nemetken (skoazelloù ekonomikel, touristelezh, treuzdougen, mor, skoazell d’an tiriadoù, leurennoù sevenadurel, sport, deskadurezh, enklask…). Seurt diviz a ziskouezhfe ez eus ur gwir youl gant ar rannvro evit ar brezhoneg.

Evit klozañ, ho ‘p eus lavaret da heul prezegenn Prezidant Republik Frañs e Korsika e kinigfec’h da vodadeg ar rannvro ur raktres liammmet gant ar gwir da zifoc’hiñ er Republik. Goulenn a reomp evel just e vefe lakaet ar yezhoù er raktres-se.

Hervez an dibaboù a reomp er mare-mañ eo e vo roet un dazont d’ar brezhoneg, pe get. Hag ar rannvro eo an aozadur nemeti a c’hell reiñ al lañs a zo ret evit ma vo tud oc’h ober gant ar yezh a-benn un nebeut bloavezhioù.

Da c’hortoz ur respont eus ho fers e hetomp deoc’h Aotrou Prezidant Rannvro Breizh hor gwellañ gouc’hemennoù.

Strollad Ai’ta !

«
»

Comments are closed.

Rannañ