Un devez preder hag eskemm, digor d’an holl, a vo aozet gant Kevre Breizh d’ar Sadorn 2 a viz Mezheven, adalek 9 eur 30, e kreizenn Amzer Nevez Plañvour.
5 daol-grenn a vo. Unan en o zouez gouestlet d’ar stourm evit ar brezhoneg. Ar pal a vo eskemm holl asambles evit gouzout peseurt mod kenurzhiañ hon obererezhioù, labourat a-gevret, eskemm keleier ha titouroù evit bezañ efedusoc’h!
PESEURT RAKTRES SEVENADUREL EVIT BREIZH ?
DEVEZH ESKEMM ha PREDER KEVRE BREIZH d’ar Sadorn 2 a viz Mezheven e PLAÑVOUR
Breutaet e vo diwar-benn an doareoù da greñvaat ha da genurzhiañ hor c’henlabour hag hon obererezhioù evit tizhout hor palioù a zo treuzkas, brudañ ha diorren hor yezh hag hor sevenadur.
Roll labour an devezh :
«PESEURT RAKTRES SEVENADUREL EVIT BREIZH ?»
9e30-10e : Degemer – Kafe
10e-10e15 : Kinnig an devezh.
10e15-11e15 : Skiant prenet Euskal Konfederazioa – Eskemmoù
11e15- 11e30 : Kinnig Kenstroll : perzh e forom bedel ar minorelezhioù, palioù ha raktresoù evit gwirioù mabden.
11e30 – 11e45 :Kinnig Kevre, ELEN ha rouedad an aozadurioù (MAB, EBLUL-Frañs hag Emgavioù etre rannvro)
11e45 -12e00 : eskemmoù war temoù ar mintinvezh ha dasparzh ar stalioù labour
12e00 – 12e30 : lodenn gentañ ar stalioù preder
1) Ezhommoù ar c’hevredigezhioù, an arc’hant, ar stummadur, an dud a youl vat, an implijidi- Penaos aozañ Kevre Breizh.
2) Penaos stourm asambles evit ar brezhoneg ?
3) Penaos e c’hell ar genurzhierezh (un hanter-post) skoazellañ an emglevioù bro war zachenn ar brezhoneg ?
4) Darempredoù ensavadurel, stourm war zachenn ar gwir eus ar strollegezhioù lec’hel betek Bro
C’hall, Europa, ar bed.
5) Ar sevenadur : peseurt ezhommoù, peseurt gwirioù, peseurt roll evit Kevre Breizh.
12e30-14e00 : Pred
14e –15e30 : kendalc’h ar Stalioù preder
15e30 – 15e4 5 : ehan ha skrivañ sintezenn pep bodad
15e45 – 16e50 : danevell ar bodadoù ha kinnigoù aozañ Kevre Breizh evit respont d’ar palioù ha da ezhommoù ar c’hevredigezhioù.
16e50 – 17e00: Klozadur