Nac’het d’al liseidi ha d’ar skolajidi tremen o arnodennoù e brezhoneg, ñ difennet, brezhoneg kazi ezvezant er skolioù-meur, politikerezh kreñv ebet evit hon yezh…
Trawalc’h !
Ha fellout a ra deoc’h stourm evit hor yezh ?
Kinnig a ra strollad Ai’ta ! binvioù pleustrek evit an holl re o deus c’hoant d’ober traoù vit ar Brezhoneg, e-kerzh ur devezh staj.
- Ur sadornvezh a-bezh evit deskiñ diazezoù an disentidigezh keodedel ha deskiñ penaos stourm en un doare efedus ha difeuls ha dielfennañ ar riskloù hiniennel a-fed lezenn.
- Penaos sevel un oberenn, peseurt strategiezh, peseurt emzalc’h kaout gant an archerien.
- Bezañ galvet gant an archerien pe ar boliserien, goulennaouet gant ar polis : petra lâret ?
- Brudañ : penaos implij ar mediaoù “hengounel” , ar rouedadoù sokial ?
- Penaos en em wareziñ e-keñver an niverel ? Peseurt benvegoù implij war internet ?
- Penas kas ar stourm er skol-veur?
Lec’h : E korn-bro Roazhon. Kaset e vo ar chomlec’h resis d’an dud enskrivet. Tu vo kenweturiñ adalek meur a lec’h e Breizh.
Deiziad: D’ar Sadorn 1añ a viz Gwengolo, etre 10e vintin ha 5e30 noz
Frejoù: priz libr evit ar frejoù. Deuit gant peadra da zebriñ da lein.
Kasit ur gemennadenn da darempred/@/aita.bzh evit lakaat o anv!