E Breizh emañ al Liger-Atlantel
met difennet e vez ar brezhoneg atav !
Gant stourm ar Vreton·ez·ed eo e vez adperc’hennet hon yezh hag ez eus bet gounezet panelloù hent divyezhek e kumunioù ha departamantoù Penn-ar-Bed, Aodoù an Arvor hag ar Mor-Bihan.
Un diviz a zo bet kemeret gant ar Stad da heul meur a oberenn divontañ panelloù bet aozet gant Ai’ta! Skrivet eo bet gant rener etre-departamant an hentoù, d’an 29 a viz Meurzh 2018 “ez eus bet kroget da staliañ panelloù hent divyezhek war rouedad an hentoù broadel breizhat“. Koulskoude, ez eus bet staliet nebeut-tre a panelloù betek hen, ha tro-dro d’an hentoù-tizh nemetken. Hini bras ebet war vord an hentoù-tizh. Hini ebet e Liger-Atlantel. Gwashoc’h zo zoken: seblantout a ra bremañ Prefed rannvro Breizh distreiñ war ar pezh zo bet dibabet gantañ. Lakaat a ra ar gomz war poentoù teknikel evit ober an nebeutañ posupl. Arguzenniñ a ra zoken o klask displegañ n’eo ket bet staliet panelloù divyezhek e pep lec’h gant ar strollegezhioù c’hoazh ha setu en deus c’hoant gortoz e vefe graet ganto da gentañ. Na petra ta!
Aozet eo bet neuze un oberenn e-pad an deiz d’ar Sadorn 8 a viz Gwengolo gant Ai’ta! ha 44=BZH evit ma vo staliet panelloù divyezhek par-ouzh-par e pep lec’h e Breizh diouzhtu. Arouezius eo al lec’h bet dibabet. E Erbigneg, etre departamantoù ar Mor-Bihan hag al Liger-Atlantel emañ ar gumun. E galleg nemetken emañ ar panelloù eus tu Liger-Atlantel ‘p a ‘z eus brezhoneg warno un nebeut metroù pelloc’h eus tu ar Mor-Bihan. Gwelet e vez aze neuze en un doare sklaer efedoù ar vevenn melestradurel e vez lakaet gant ar Stad hag ar strollegezhioù lec’h etre al Liger-Atlantel ha peurrest ar vro. Un harz e fell dezho dec’hel evit mirout ma c’hellfe ar brezhoneg kaout ur plas normal el Liger-Atlantel.
Diboell eo an diforc’hioù-se a fed panellerezh. Ur brouen ouzhpenn eo goude ar skoilhoù bet gouzañvet a-berz ar Stad evit digeriñ ha kevratiñ klasoù divyezhek brezhoneg-galleg e Liger-Atlantel ha goude ar fed ne vez ket skignet abadennoù e brezhoneg gant ar skinwel bublik e Liger-Atlantel. Gwallzifoc’het e vez ar Vretonezed hag ar Bretoned a fell dezho ober gant ar brezhoneg war ar pemdez e Liger-Atlantel.
Distaliet e vo neuze panelloù hent unyezhek evit aesaat labour divyezhekat ar Stad hag ar strollegezhioù lec’hel.
Tamm-ha-tamm e vez lazhet hon yezh hag hor sevenadur gant an disrann melestradurel. Ne asantomp ket an dra-se ken. Setu perak e c’halvomp ivez an holl Vretonezed ha Bretoned tomm ouzh al liesseurted sevenadurel da zont da huchal kement-se e Naoned d’ar Sadorn 29 a viz Gwengolo da vare ar vanifestadeg vras evit an Demokratelezh e Breizh hag ar gwir da zibab an adunvaniñ.