13
Oct
2018

Oberenn “Breizh Washing” war rouedad busoù “Breizh Go” nevez Rannvro Breizh

D’ar Yaou 4 a viz Here en deus kinniget rannvro Breizh disoc’hoù ar studiadenn sokio-yezhoniel gant an titl: “Anavezout gwelloc’h stad an traoù evit kreñvat obererezh ar rannvro”. Sklaer eo ar respontoù evit pezh a sell ouzh ar brezhoneg er vuhez foran: 55% eus an dud a c’houlenn muioc’h a vrezhoneg er skinwel hag er radio, 59% a fell dezho brezhoneg ouzhpenn ar galleg er servijoù publik ha 73% anezho o deus c’hoant gwelet brezhoneg war ar panelloù hent!

Lañset ez eus bet ur rouedad treuzdougen nevez gant rannvro Breizh d’an 20 a viz Gwengolo, hep ma vefe brezhoneg war ar c’hirri-boutin, padal e oa war an trenioù meret gant ar rannvro betek-hen. Ur giladenn eo neuze evit ar brezhoneg! Seblantout a ra ar meneg “Breizh” bezañ trawalc’h d’ar rannvro evit lakaat da grediñ eo doujus e bolitikerezh e-keñver ar Bretoned hag ar Vretonezed. Ar pezh a zo ret ober koulskoude eo kinnig an holl servijoù publik e brezhoneg! “Breizh Washing” eo ar pezh a vez graet gant ar rannvro, lakaat a ra un tamm “Gwenn-ha-Du” war ar busoù padal eo ezvezant ar brezhoneg!

Ouzhpennet hon eus neuze ur gwiskad livaj d’ur c’harr-boutin eus rannvro Breizh evit lakaat an touell-se war wel.

Degas a reomp ivez da soñj n’eo ket bet doujet ouzh ar promesaoù bet graet gant Prezidant ar rannvro. Lavaret en doa Loïg Chesnais Girard e 2016 e vefe graet ur “bazenn nevez” evit ar brezhoneg e 2017. Kilañ a ra ar yezh koulskoude e kazi holl politikerezhioù ar rannvro. Digreskiñ a ra ar budjed gouestlet a vloaz-da-vloaz. 2€ ar bloaz dre annezad pa vez postet 7,5 € e Korsika hag 20€ e Kembre ha Katalonia. Poent eo d’ar rannvro ober kement-all!

N’eus ket bet dibabet c’hoazh gant ar rannvro ober e-giz departamant Penn-ar-Bed kennebeut. Ur steuñv a zo bet votet e Penn-ar-Bed lec’h ma rank an holl aozadurioù a resev arc’hant publik an Departamant ober gant ar brezhoneg, ar pezh ne lak ket dispignoù an Departamant da greskiñ. Poent eo d’ar rannvro ober kement-all!

Gant an oberenn-mañ e c’houlenn Ai’ta! digant Prezidant rannvro Breizh tremen eus ur politikerezh prederioù habaskaüs d’ur gwir politikerezh yezh. Ne fell ket deomp gwernis ken, na kinkladurioù, met obererezhioù!

 

2 vloaz goude Emgavioù rannvro ar brezhoneg e chom talvoudus hor c’hinnigoù c’hoazh!

 

«
»

Comments are closed.