Embannet e vez hiziv disoc’h ur studiadenn sokio-yezhoniel bet kaset da-benn gant Rannvro Breizh. Da heul emgavioù rannvro ar brezhoneg aozet d’ar 15 a viz Here 2016 e oa bet divizet lañsañ ar studiadenn-se. 2 vloaz ‘zo pe dost. Er studiadenn e vez lakaet war-wel ur goulenn sokial kreñv evit ar c’helenn e brezhoneg hag evit plas ar brezhoneg er vuhez foran. D’ar rannvro da vont an tu-se eta.
Petra a zo bet graet gant Rannvro Breizh abaoe 2 vloaz evit ar brezhoneg avat ? War zigresk ez a an arc’hant gouestlet d’ar brezhoneg dre annezad: 2€ ar bloaz pa vez lakaet 7,5€ dre annezad e Korsika hag 20€ dre annezad e Kembre! Gant piv e vo kaset ar brezhoneg war-raok koulskoude ma n’eo ket gant rannvro Breizh?
Abaoe eo aet departamant Penn-ar-Bed gant penn an hent. Ur steuñv a zo bet lakaet da dalvezout lec’h ma ‘z eus bet divizet dec’hel kont eus ar brezhoneg e pep raktres arc’hantaouet gant an departamant. Netra a-seurt se get ar rannvro evit poent !
P’emañ rannvro Nouvelle Aquitaine o sinañ un emglev gant France télévision evit ur chadenn bublik rannvroel, n’eus tra o vont war-raok e Breizh. Mont a ra ar brezhoneg diwar-wel e rouedad Breizhgo, rouedad treuzdougen ar rannvro. Mont a ra ar c’helenn divyezhek war-raok met gorrek-gorrek, hep respont d’ar goulenn sokial kreñv. Goulenn a ra alies ar rannvro kreñvaat an digreizennañ met peseurt azgoulennoù evit ar brezhoneg ha peseurt disoc’hoù ?
Mallus bras eo bremañ da Rannvro Breizh ober ur bazenn nevez evit ar brezhoneg e-giz ma oa bet prometet gant Loïg Chesnais-Girard d’ar 15 a viz Here 2016: « Hiziv hon eus treset ur sturfollenn nevez evit ar brezhoneg. Pal ar rannvro a zo kemer emdroadur ar gevredigezh e kont ha respont ouzh ar pezh a vez gortozet gant an aktourien. Kenderc’hel a raimp gant al labour a zo bet kroget hiziv hag e 2017 e vo votet ur bazenn nevez evit hon politikerezh yezh. Greomp evit ma vo liesseurted ar yezhoù un nerzh evit Breizh. » (mammenn : kemennadenn a-berzh rannvro Breizh, 15 a viz Here 2016).