15
Nov
2018

Kaset ul lizher da rannvro Breizh gant 50 kevredigezh

 

Lañset zo bet e Miz Here ur bodad kevredigezhioù anvet “rouedad ar brezhoneg” evit aesaat an darempredoù etre ar c’hevredigezhioù a labour evit ar brezhoneg ha stourm asambles evit ar yezh.

Divizet zo bet skrivañ ul lizher boutin da rannvro Breizh evit degas da soñj pegen mallus eo kreñvaat politikerezh yezh ar rannvro, ha goulenn sklaer ma vo votet ur politikerezh youlek e miz Kerzu. Gant ouzhpenn 50 kevredigezh a labour war pep tachen eo bet sinet.

 

«
»

Comments are closed.