Prezegennoù bras eus un tu e-giz kannad Europa, digresk ar skoazelloù d’ar c’hevredigezhioù a labour evit ar brezhoneg war an dachen eus an tu all, e-giz prezidant Departamant Aodoù an Arvor!
Ne vimp ket touellet gant komzoù toull Alan Kadeg e-keñver ar brezhoneg! Lavarout a ra-eñ bezañ “stag-tre ouzh hor yezh rannvroel”, met ne ra seurt en un doare fetis lec’h m’en deus ar galloud d’en ober, da lavaret eo e-giz prezidant Departamant Aodoù an Arvor.
Ur skouer mat a zo nepell koulskoude. Gant Departamant Penn-ar-Bed ez eus bet votet ur steuñv evit ar brezhoneg e 2016. Dre-se e vez roet arc’hant gant an Departamant gant vez graet gant ar brezhoneg, skrivet e vez ar brezhoneg e-giz ar galleg, harpet e vez an Emglevioù-bro…
Un oberer a dalv 100 lavarer !