05
Dec
2018

Livet gevier gant ar Stad hag ar Rannvro. Divontet gant Ai’ta!

Roet eo bet da c’houzout gant ar Stad C’hall d’hor strollad, d’an 29 a viz Meurzh 2018, dre pluenn Rener Etredepartamant an Hentoù « ez eus bet kroget da staliañ panelloù divyezhek » (lizher amañ-stag). Embannet eo bet an engouestl-se ar c’hazetennoù lec’hel ha kadarnaet gant Prefed Rannvro Breizh dre ul lizher bet kaset d’an 29 a viz Gouere : « Tamm-ha-tamm e vo staliet ar panelloù-se, pa vo kaset labourioù nevez da benn. »

Daoust da se n’eus bet staliet panell divyezhek ebet war vord an hentoù-tizh. Gwasoc’h zoken, merzet ‘z eus bet kalz panelloù divrezhoneg nevez staliet war hentoù broadel Breizh abaoe miz Gouere tremenet.

Rediet omp ur wech ouzhpenn da respont d’an touell-se a berz ar Stad. Hag e-keit-se e chom mut ha diseblant Rannvro Breizh. Panelloù all a zo bet distaliet an devezioù tremenet neuze. Kenderc’hel a raio an oberennoù-se e pep lec’h e Breizh keit a ne vo ket divyezhek an holl panelloù nevez staliet war hentoù-tizh ar vro. Emañ dazont hor yezh er jeu. Eus gwirionded ar Stad C’hall ez eus kaoz ivez.

«
»

Comments are closed.