ADUNVANIÑ : BETEK AN TREC’H !
Eno edomp e Naoned d’an 29 a viz Gwengolo hag eno e vimp e Roazhon d’an 8 a viz Kerzu evit ar vanif-distro !
Deomp-ni d’en em aozañ evit kas an adunvanidigezh da benn, den na raio en hor plas.
War bep tachenn ez eus da c’hounit evit hor yezh : deskadurezh, panellerezh, mediaoù, statud ar brezhoneg. Ar gwir hon eus da zivizout ha d’ober gant ar yezh e fell deomp. Deomp-ni neuze da lakaat an demokratelezh da dalvezout ! Ur referendom aozet amañ e Breizh ganeomp-ni a fell deomp lakaat e plas.
Deus ‘ta gant Ai’ta! da Roazhon d’an 8 a viz Kerzu
Emgav da 2e gm, mailh François Mitterand