Ar sizhun-mañ e vo kinniget da dilennidi Kuzul Rannvro Breizh asantiñ « henchadurioù ar Rannvro evit ar politikerezh nevez evit yezhoù Breizh ». Met n’eus araokadenn fetis ebet er raktres-se.
Displegañ a ra Loig Chesnais-Girard en danevell eo pouezusoc’h derc’hel darempredoù mat gant servijoù ar Stad eget pouezañ da vat evit kas an traoù war-raok evit ar brezhoneg. Koulskoude e ouzomp mat e kendalc’h ar Stad C’hall da zistruj hon yezh e-giz ma ‘z eo bet graet gantañ a-viskoazh. Kadarnaet eo bet kement-se nevez ‘zo c’hoazh : taget ur familh el lez-varn terriñ evit bezañ bet anvet o mab Fañch, panell divyezhek ebet staliet war vord an hentoù-tizh daoust d’an engouestl bet kemeret gant ar prefed, enebiezh evit ma ne vefe ket digoret klasoù divyezhek e Breizh 5 departamant hag ur rektorez a-enep ar yezhoù « rannvroel »…
Derc’hel a ra ar muiañ niver er Rannvro gant ur politikerezh « war ar memes-tro » : diskleriadennoù brav eus un tu, kenlabourat gant ar Stad a vez o tiskar ar brezhoneg ha lakaat ur politikerezh habaskaüs e-plas war ar memes-tro.
Pell emañ Yann diouzh e gazeg gant ar politikerezh « nevez »-se. Gerioù hepken. Pal resis ebet, deiziad ebet, sammad arc’hant ebet. Skouerioù a zo eus ar pezh zo d’ober koulskoude. Er steuñv « Lingua 2020 » bet votet e Korsika e 2014 e vez meneget penaos e vo tizhet pep pal betek 2020 ha penaos e vo priziet an araokadennoù. Ur skouer fetis all : Ne gomprenomp ket penaos n’eo ket gouest Rannvro Breizh da lakaat kemennadennoù divyezhek en trenioù e-giz ma vez graet en Elzas.
Un dra a zo arouezius eus sell ar muiañ niver er Rannvro war ar brezhoneg. Goulennet e vo ober gant ar brezhoneg pa vo arc’hantaouet aozadurioù gant ar Rannvro… war an dachenn sevenadurel hag hini ar glad nemetken ! Netra evit an embregerezhioù nag ar strollegezhioù. Gwelet e vez mat aze e fell d’ar Rannvro e chomfe ar brezhoneg stag ouzh an amzer dremenet ha dister e rank he flas chom war ar pemdez.
Ne vez ket graet anv er raktres kinniget eus kresk ar budjed evel-just. Sklaer eo koulskoude eo ret lakaat ar budjed-se da greskiñ, ha buan, ‘giz ma ‘z eo bet goulennet gant ouzhpenn 50 kevredigezh a labour evit ar brezhoneg.
Da get ez aio ar brezhoneg e-kerz an 20 vloaz o tont ma kendalc’h ar Rannvro da ouestlañ 2 € /annezad / bloaz d’ar brezhoneg nemetken.
Zoken gant Kuzul Sevenadurel Breizh eo bet pismiget raktres ar rannvro: « Anat eo n’eo ket ur respont dereat a vez graet evit hor yezhoù gant ar Rannvro pa ra gant frazennoù e-giz « kenderc’hel a raio ar Rannvro da souten… dec’hel gant he politikerezh ». Ret eo d’an heñchadurioù raktresañ ur c’hresk bras er budjed gouestlet da yezhoù Breizh ».