04
Feb
2019

Kuzul Rannvro: ur budjed mezhus evit ar brezhoneg

Ar sizhun-mañ e vo votet budjed ar brezhoneg gant dilennidi Rannvro Breizh ar sizhun-mañ. Ur wech ouzhpenn eo reuzeudig ar budjed kinniget gant Skipailh Loig Chesnais Girard.

Mont a ra a-enep ar pezh ‘zo bet lavaret ha skrivet gant prezidant ar Rannvro abaoe mizioù: ” Muioc’h eget biskoazh emañ ar C’huzul Rannvro o labourat”, “kinnig a ra ar Rannvro kreskiñ e obererezhioù” pe c’hoazh: “Pal ar Rannvro a zo kemer perzh er chanter evit krouiñ ar gevredigezh divyezhek a fell d’ar Vretoned ha d’ar Vretonezed”.

Ma vo votet ar budjed kentañ kinniget gant Loig Chesnais Girard eo 2,24€ a vo gouestlet d’ar brezhoneg dre annezad e 2019. Div wech muioc’h a vefe ret koulskoude, ‘giz ma vez goulennet gant ar c’hevredigezhioù a labour bemdez war an dachenn evit ober al labour ne vez ket graet gant ar servijoù publik.

Ral an arc’hant mit-hu? Sed aze an digarez kavet gant dilennidi ar Rannvro. Ha sirius eo displegañ n’eus ket tu kavout 7 milion ouzhpenn war ur budjed 1,550 miliard?

Ne c’hell ket ar Rannvro ken lavaret ne oar ket. Diskouezet eo bet splann en enklask sokio-yezhoniel bet graet gant Rannvro Breizh eo mantrus stad ar brezhoneg hiziv an deiz. War ar memes-tro eo kreñv c’hoant ar Vretoned evit ar brezhoneg, e pep lec’h e Breizh.

Ne glot ket gant mallusted stad ar yezh, ha n’eus ket tu asantiñ ar budjed kinniget zo bet embannet gant Kuzul Sevenadurel Breizh!

Bremañ eo ret ober… a-raok na vo re ziwezhat. Gant dilennidi Rannvro Breizh emañ ar giriegezh. Rak dre youl ar Rannvro eo e vo tu gounit araokadennoù a-berzh ar Stad, giz ma ‘z eus bet e rannvroioù all e Frañs. Awenet e vo ivez strollegezhioù lec’hel ar vro gant politikerezh ar Rannvro. Da Rannvro Breizh da vezañ ur skouer!

«
»

Comments are closed.