Daoust d’ar panelloù divyezhek kentañ bezañ bet staliet gant an DIRO war hentoù ar Stad ne ya ket an traoù war-raok gwall vuan : panell nevez ebet dibaoe ! Livañ gevier a ra an DIRO, ha rannvro Breizh ne ra ket forzh daoust d’an engouestloù bet sinet gant an daou du en emglev Stad/rannvro.
Gwashoc’h c’hoazh, kenderc’hel a ra ar gwask a-enep stourmerien hor yezh : galvet e vo unan gant archerien Gwitalmeze d’ar Sadorn 22 a viz Even.
Evit souten ar stourmer ha sevel a-enep youl distruj hor yezh a-berzh ar Stad e c’halv strollad Ai’ta! da vanifestiñ dirak archerdi Gwitalmeze (5 straed Hanter Hent) d’ar sadorn 22 a viz Even adalek 10 e 15 beure.