Bloaz zo, d’an 13 a viz Here 2018, e voe kaset da benn gant Ai’ta ! un oberenn arouezus war unan eus kirri-boutin Rannvro Breizh. Diskouezhet e voe dre an oberenn disentidigezh keodedel-se, gant livaj-dour, ar « Breizh Washing » a vez graet gant ar rannvro hag an diouer a araokadennoù evit ar brezhoneg, padal eo mallus-tre lakaat ur politikerezh yezh e-pleustr evit saveteiñ brezhoneg.
Livet e voe neuze gant gouach ur bus nevez eus ar rouedad foran « Breizh Go » rak ne oa plas ebet d’ar brezhoneg war ar busoù nevez-se padal e oa war an trenioù TER. Un doare e oa neuze an oberenn-se da lakaat war wel kiladennoù ar rannvro evit ar brezhoneg.
E lec’h labourat e 2019 war ur steuñv evit saveteiñ ar yezh, e-giz ma ‘z eo bet votet gant dilennidi ar C’huzul Rannvro d’ar 14 a viz Kerzu, en deus divizet Loig Chesnais-Girard klask kastizañ ar stourmerien yaouank ha difeulz a c’houlenn nemetken kenderc’hel da vevañ en o yezh.
Setu ma ‘z eo bet galvet ur stourmer e komisedi Gwened d’ar Meurzh 19 a viz Du (enklask goulennet gant an danevell stadañ niv. 19/4430). Harpet e vo evel-just en diavaez evit diskouez n’eo ket strollad Ai’ta ! e-unan a c’houlenn muioc’h a vrezhoneg er servijoù publik, met 59% eus ar Vretoned.
Pelloc’h ha-se eo a-bouez menegiñ levezon noazus an Ao. Yvan Ar Mevel, Rener Kabined Prezidant Rannvro Breizh, evit ma ne vo ket lakaet ur gwir politikerezh yezh e-pleustr gant ar Rannvro. Gant ar c’habined, da lavaret ur framm nann demokratel emañ ar galloud er Rannvro e gwirionez. Meur a wech hon eus kejet gant an Ao. Yvan Ar Mevel e Roazhon. Eus ar busoù Breizh Go hon oa komzet gantañ, e touez traoù all. Prometet en doa deomp reizhañ ar pezh a zisplege eñ e-unan bezañ ur fazi eus e-berzh, da lavaret eo ar fed ne oa ket brezhoneg war ar busoù Breizh Go, padal ez eus traoù skrivet e galleg warno. Bloaz diwezhatoc’h n’en deus ket doujet d’e bromesa c’hoazh, ha chom a ra ar brezhoneg ‘maez ar jeu. Arouezus eo skouer ar busoù-se evit lakaat war-wel an dibaboù graet gant an Ao. Yvan Ar Mevel evit skarzhañ ar brezhoneg ha mirout e vefe labouret gant servijoù ar Rannvro hag an dilenidi war. Kemend-all evit pezh a sell eus an dibab chom hep lakaat e-plas ur gwir politikerezh yezh ‘giz ma ‘z eo bet votet d’ar 14 a viz Kerzu 2018 gant dilennidi Kuzul Rannvro Breizh. Bras-tre eo neuze kirriegezh an Ao. Yvan Ar Mevel evit lakaat ar brezhoneg da vont da get. Ha laosket e vez d’ober gant Loig Chesnais-Girard…