29
Feb
2020

Ar brezhoneg lakaet etre krommelloù

Sabatuet omp et ‘p hon eus dizoloet ar panelloù nevez bet staliet en Oriant, war an hent departamant a dreuz kêr ha war vord an HD 162, boulouard Leon Blum. Skrivet eo bet ar brezhoneg etre krommelloù, bihanoc’h evit ar galleg hag en italek. Ur bern fazioù a gaver e brezhoneg ouzhpenn-se ! Ur giladenn eo d’ar mare m’emañ ar Stad C’hall o staliañ panelloù divyezhek tost par ouzh par war vord an hentoù broadel.

Gant servijoù François Goulard, prezidant departamant ar Mor-Bihan, eo bet staliet ar panelloù-se, ha gant re ti-kêr An Oriant. Ur sin ankenius eo evit pezh a sell eus an doare ma vez labouret evit ar brezhoneg gant Departamant ar Morbihan ha Ti-kêr An Oriant. N’eo ket ul labour graet en un doare micherel tamm ebet, ha n’eo ket bet adlennet ar panelloù gant servijoù barrek d’en ober a-raok fardañ anezho. Daoust hag e vefe asantet panelloù hent gant fazioù e galleg ? Degas a reomp da soñj eo a-du 73 % eus an dud o chom er Morbihan gant ar pannelloù hent divyezhek hervez ar studiadenn sokio-yezhoniel bet graet e 2018 (TMO – Rannvro Breizh).

Lakaat a ra ar skouerioù panelloù faltazius-se ac’hanomp d’en em soñjal war efedusted ar c’hendivizoù tiriadel evit ar brezhoneg aozet gant Rannvro Breizh. Sklaer eo hiziv an deiz n’eo ket bet gouest an ensav-se bet lakaet e-plas gant Loïg Chesnais-Girard da lakaat an traoù da vont war-raok.

Poent bras eo da Departamant ar Morbihan ha da Tolpad An Oriant ha da Di-kêr An Oriant lakaat ur gwir politikerezh yezh e-pleustr, e-giz ma vez graet gant Departamant Penn-ar-Bed da Ti-kêr Kemper, ha ‘giz ma c’houlennomp abaoe abaoe bloavezhioù.

N’omp ket evit asantiñ seurt panelloù. Dizoujus int e-keñver ar brezhoneg hag ar vrezhonegerien. Lakaat e reomp emgav neuze :

D’ar Sadorn 7 a viz Meurzh, da 10 eur vintin

Kroaz-hent Boulouard Leon Blum / Straed Kerjulaude (Nebell eus al lise Colbert)

«
»

Comments are closed.