N’eo ket bet degemeret ar stourmerez gant an archerien benn ar fin
D’ar sul 2 a viz C’hwevrer e oa bodet stourmerien eus Ai’ta ! hag o skoazellerien e-tal archerdi Ploue er Mor-bihan evit skoazellañ ur stourmerez galvet en archerdi a-gaoz d’ur c’hlemm a vefe ‘bet savet goude abadenn ar « Breizh Washing » (abadenn livadeg orañjez ur c’harr-boutin Rannvroel d’an 13 a viz Here 2018 e Gwened). Daoust d’ar 6 archer a oa e degemer archerdi Ploue n’o deus ket bet c’hoant klevout ar stourmerez benn ar fin. Galvet e vo en-dro en deizioù da zont. Diskleriet en defe an archer e-karg « ez eus re a abadennoù d’an deiz se e Ploue ha re nebeut a dud er servijoù». Stourmerien Ai’ta ! avat o deus goulennet digant an archerien bezañ klevet rak ur 6 archer bennak oa o straniñ en degemer. Ur wech erruet France 3 war blas o deus kuitaet buan degemer an archerdi ha serret drailh an ti kuit da vezañ gwelet kredabl ?
Ur gwask kreñv war ar yezh
Ai’ta! En deus profited eus an abadenn evit adlâret pegen pouezus e oa bezañ kengred ha kenskoazell gant ar stourmerien bolitikel breton. Kreñv eo ar gwask war ar brezhoneg ha stourmerien breizh er mare mañ : An afer-mañ gant div c’halvadenn e ti an archerien dindan 2 viz evit Ai’ta!, afer Fañch ha ne tihan ket da ziskouez diboellded ar Stad, afer ar Bak e brezhoneg gant an opsionoù war ziskar davat ha kredabl fin ar gwir da dremen an arnodenn vrezhoneg benn nebeut (Lv2 pe LV3), afer al lec’hanvadurezh diskaret e pep korn ar vro, afer ur stourmerez eus Dispac’h a vo barnet d’ar Merc’her 12 a viz C’hwevrer en Oriant… Niverus an abegoù da lakaat Yann ha Gatell vrezhonegerien da fuloriñ avat. Ul lazh kenel zo war an ober hervez ar stourmerien.
Re wan bolitikerezh yezh Rannvro Breizh ?
Fuloret e oa ar stourmerien a-enep Rannvro Breizh ‘blam ar c’hlemm goude ar BreizhWashing zo bet savet gant CTM (compagnie de transport morbihanaise) ur skourr eus Transdev (Veolia). An embregerez a zo bet karget gant ar Rannvro da lakaat e pleustr he folitikerezh transportoù kirri-boutin er Mor-bihan. Ur c’hefridi a servij publik a zo ganti neuze, hag ur redi eo hervez lezenn evit ar Rannvro “mestroniañ” e embregerezh dileuriet. Diskoulm an afer zo gant ar Rannvro neuze. E-kerzh ar Breizhwashing o doa c’hoant izili Ai’ta! Reiñ da soñj d’ar Rannvro ne vez ket lakaet e pleustr ar bolitikerezh yezh votet e lod eus ar servijoù publik renet ganti evel an tranportoù da skouer. Abaoe 14 vloaz bremañ e c’houlenn Ai’ta! e vefe deus ar brezhoneg dre gomz en trenioù da skouer. Ul lodenn vat eus an TERioù zo perc’hennet gant ar Rannvro.
Gortoz a ra bremañ Ai’ta ! e vef e lemmet ar c’hlemm gant Rannvro Breizh evit doujañ d’ar pezh a oa bet lâret goude abadenn ar BeizhWashing gant rener kabined Loig Chesnais Girard, ar c’huzulier-Meur, an Ao Mevel.
2,35 € dre annezad !
Diskleriet o deus ivez e oa re izel ar budjed gouestlet d’ar brezhoneg gant ar Rannvro : 7,8 million € a vo evit 2020, evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg, ar pezh a dalvez 2,35 €dre annezad dre vloaz. Stabil eo chomet budjed ar brezhoneg abaoe 10 vloaz kazimant, pa oa aet war gresk a galz etre ar bloavezhioù 2000 ha 2010. Evit tizhout ar budjed a 20€/annezad/bloaz (budjed ret evit saveteiñ ur yezh, e-giz e Katalonia ar su da skouer) e vo ret gortoz 176 bloavezh gant al lusk kemeret gant ar Rannvro.
Pennadoù da lenn diwar-benn abadenn an 02/02/2020 e Ploue :
https://www.ouest-france.fr/bretagne/plouay-ai-ta-denonce-le-breizh-washing-de-la-region-6717775