Goulenataet eo bet tud war ar renk evit an dilennadegoù-kêr gant Ai’ta! evit gouzout ar pezh a raktresont evit ar brezhoneg.
Pouezus-kenañ eo perzh ar strollegezhioù lec’hel eta evit ma kresko buan al lusk-se ha ma vo respontet asambles d’an dae a zo ganeomp : ober ma vo adperc’hennet ar pezh a zo ul lodenn eus hor glad boutin hag ober ma vo diorroet ur brezhoneg bev, ijinus, gouest da virvidikaat an ekonomiezh hag al liammoù sokial.
Ar c’humunioù hag ar c’humuniezhioù kumunioù eo ar bazenn bolitikel tostañ d’ar geodedourien : gante e vez stummet an endro e-lec’h ma vevomp bemdez. Gwall vras eo atebegezh an dilennidi lec’hel war an dachenn-se neuze ‘ta.
Setu-amañ ar goulennoù hag ar respontoù bet resevet evit Brest
E Kon-bro Gwened eo bet kaset ur goulennaoueg da 33 listenad e 15 kumun Tolpad kêrioù Gwened.
E Gwened eo bet respontet gant skipailh David Robo, e galleg ha gant hini Patrick Le Mestre , e brezhoneg.
Emnnet e vo ar respontoù all pa vint resevet.