Goude bezañ bet kelaouet un nebeut devezioù–zo gant annezidi, hon eus lakaet war wel panelloù spontus staliet gant Tolpad An Oriant ha Departamant Ar Mor Bihan.
Ne c’helle ket an diouer a zoujañs–se chom. Kouezet int a raok ma vefe bet kemeret an alc’hwezhioù 13 ganeomp zoken. Dilennidi o tihuniñ. Strafuilh er servijoù. Kavet ar re kablus. Kaset ar vicherourien war al lec’h da dennañ ar panelloù miliget–se a–raok ma vefe graet gant tud all.
Ne vo ket dalc’heat an oberenn an Oriant disadorn eta.
Panelloù nevez flamm a vo fardet. Reizhet e vint. Gant ar strollegezh e vint paeet. Pa lavaromp deoc’h eo marc’hadmatoc’h pa vez empennet an divyezhegezh adalek ar penn kentañ !
Direspont e chomomp atav a berz an Departamant eus an tu all, evit ar panelloù leun a fazioù brezhoneg bet staliet ganto. Gortoz a reomp ur respont prim…
Ur politikerezh yezh : un dilennad.ez e–karg eus ar yezh, un implijiad.ez dave er strollegezh, un steuñv ober evit pep servij treuzdougen, savadurioù, ekonomiezh, touristelezh, sport…, setu ar pezh a c’hortozomp aberz ti-kêr An Oriant, Tolpad An Oriant ha Departamant ar Mor Bihan. Ur strategiezh politikel, lakaet e pleustr en un doare micherel gant ar servijoù evit ma vevo ar brezhoneg. O kiriegezh eo !
Aketus e chomimp.
Betek an trec’h !