Ar strollad Ai’ta ! a gas e gemennadenn a genskoazell da Ziwan, marc’h blein ar brezhoneg e Breizh. Evidomp-ni ez eo splann ur wech c’hoazh tagadenn gouarnamant Macron, e vinistr Blanquer ha Thierry Burlot, Richard Ferrand, Jean-Yves Le Drian (…), hag o zeputeed suj, da geñver ar Brezhoneg. Abaoe m’eo bet dilennet ar gouarnamant-se emañ an Emsav evit ar brezhoneg o stourm evit dec’hel ar brujunaj ‘bet gounezet er bloavezhioù kent. Ret eo aozañ ur stourm stank, kreñv ha ledan evit ma sikourfe ar Vretoned skolioù hor bobl, ar skolioù Diwan.
Gervel a reomp ar stourmerien, e kement lec’h zo toud, da skoazellañ ar skolioù lec’hel, ar skolajoù hag al liseoù. En arvar emañ Diwan ivez ‘blam d’un diouer a festoù ar bloaz mañ, padal e servij kement all da rastellat arc’hant evit ar rouedad.
Gervel a reomp ar stourmerien da lakaat gwask war deputeed LREM ar vro. Kendorfetourien int deus ar giladennoù a merzer amañ pe ahont : digresk plas ar brezhoneg er mediaoù e 2020, gwask war an deskadurezh publik divyezhek, ha war Diwan… Ne c’hell ket padout o emzalc’h suj d’ar stad c’hall. Ret e dezho skoazellañ yezh o bro, pe treiñ kein d’ar Vretoned.
Disentiñ, pegañ skritelloù, laret e soñj splann (pegadennoù, pegsunioù…), sell aze traoù simpl a c’hell kement den ober en e vro, evit ober trouz ha goulenn justis evit Diwan, justis evit ar Brezhoneg.
Laouen eo memetra Ai’ta ! o welet ez eo bet bodet ouzhpenn 2000 den e Brest evit skoazellañ Diwan d’an 20 a viz C’hwevrer 2021. Ha kement se e berr amzer.
Betek an trec’h !
Evit reiñ arc’hant da ZIWAN : https://www.diwan.bzh/br/mon-don