Betek warlene e oa eus ar c’henemglev 2015-2020 etre ar Stad C’hall ha Rannvro Breizh
evit diorren ar brezhoneg. E miz C’hwevrer 2019 e oa bet sinet gant Loïg Chesnais-Girard, prefedez rannvro Breizh ha kentañ ministr ar Stad C’hall ur c’hevrat lec’h ma ‘z eo skrivet e vo kadarnet ur c’henemglev Stad-Rannvro evit ar bloavezhioù 2020-2025 evit ar brezhoneg.
Daoust ma oa treut-tre ar c’henemglev-se ez eus bet gounezet araokadennoù evit hor yezh: aesoc’h eo bet digeriñ klasoù divyezhek da skouer hag un harp eo bet evit gounit panelloù divyezhek war hentoù tizh ar Stad (goude bezañ bet divontet degadoù a banelloù). A-bouez braz eo ar c’henemglev-se neuze evit mont war-raok hag evit lieskementiñ an niver a skolidi o deskiñ brezhoneg. N’eus nemet 3% eus ar vugale skoliatet e hentennoù brezhoneg pe divyezhek e 2020 pa vefe ret 30% evit ma chomo bev hor yezh.
D’an 2 a viz Meurzh 2021 en deus embannet Loïg Chesnais-Girard e nac’h ar Stad (#BlanquerPokDamRevr) sinañ ar c’henemglev-se hag e kav gwelloc’h e vefe sinet goude an dilennadegoù rannvro o tont.
N’omp ket evit asantiñ kement-se!
Penaos gortoz mizioù c’hoazh, kontañ war disoc’hoù dilennadegoù c’hoazh, p’emañ hor yezh en arvar?
Peseurt gwask zo bet lakaet gant Loïg Chesnais-Girard war ar Stad? Petra ‘ra Jean-Yves Le Drian? Petra ‘ra an deputeed bet dilennet gant ar vretoned? Richard Ferrand da gentañ tout. Perak e oa ezvezant 29 kannad eus Breizh* pa oa bet kinniget al lezenn evit ar yezhoù er breujoù d’an 13 a viz C’hwevrer 2020? Daoust hag e vint gwelet d’an 8 a viz Ebrel 2021 evit stourm a-enep Blanquer ha votiñ al lezenn ?
Gervel a reomp neuze ar vretoned da vanifestiñ d’ar sadorn 13 a viz Meurzh da 1eur 13 e Kemper evit goulenn groñs e vefe sinet ar c’henemglev Stad-Rannvro gant palioù uhel a-raok an dilennadgoù Rannvro.
Brezhoneg ofisiel!
*BOTHOREL Éric
BERVILLE Hervé
JONCOUR Bruno
FERRAND Richard
LARSONNEUR Jean Charles
LE FEUR Sandrine
LE GAC Didier
LE MEUR Annaïg
MELCHIOR Graziella
BACHELIER Florian
CLOAREC-LE NABOUR Christine
LAABID Mustapha
LE BOHEC Gaël
MAILLART-MÉHAIGNERIE Laurence
ROUAUX Claudia
JACQUES Jean Michel
LE PEIH Nicole
PAHUN Jimmy
PELLOIS Hervé
ROUILLARD Gwendal
AMADOU Aude
BRUNET Anne France
EL HAÏRY Sarah
DANIEL Yves
DUFEU-SCHUBERT Audrey
HAURY Yannick
ERRANTE Sophie
OPPELT Valérie
DE RUGY François