Ur sapre manifestadeg zo bet evit ar brezhoneg e Kemper d’an 13 a viz Meurzh 2021. A-bouez eo deomp degas da soñj ar pezh zo ezhomm evit hor yezh bremañ. Poentoù resis, a zo tu lakaat e-plas buan gant Rannvro Breizh hag ar Stad C’hall.

Youl zo gant Pobl Breizh: 2 000 den o vanifestiñ e Brest d’an 20 a viz C’hwevrer, ouzhpenn div wech muioc’h e Kemper teir sizhun goude (6000). Ha kreskiñ a raio ar goulenn sokial er Vro. D’hon dilennidi ha dilennadezed da blantañ ‘barzh bremañ, da lakaat Pariz da blegañ, ha da lakaat ar prezegennoù da zont da wir. Pet dilennad PS, LR, LREM, LFI, Komunour… ne souten ket ar brezhoneg da vat (budjedoù mezhus evit ar brezhoneg, forfed skol ne vez ket paeet da Ziwan, panellerezh hep brezhoneg, ezvezant eus ar breujoù pa ‘vez ret votiñ lezennoù evit hor yezhoù minorelaet…).
Goulenn a ra Ai’ta!:
1) Gant holl deputeed ar Vro votiñ evel m’emañ ar c’hinnig lezenn douget gant Paul Molac er breujoù d’an 8 a viz Ebrel evit:
– Ma vo anavezet el lezenn an deskadurezh dre soubidigezh (Diwan, Calandreta, Ikastola, hentennoù publik…);
– Arc’hantaouiñ Diwan ha rediañ ar c’humunioù da baeañ ar forfed skol da Ziwan;
– Hollekaat an deskadurezh divyezhek;
– Hollekaat ar panellerezh divyezhek;
– Aotreañ an anvioù “rannvroel” (afer Fañch).
Testenn ar c’hinnig lezenn: https://www.assemblee-nationale.fr/dyn/15/textes/l15b2548_proposition-loi
2) Gant ar c’huzul rannvro:
– Lieskementiñ dre 10 budjed ar rannvro gouestlet d’ar brezhoneg, ha tremen eus 0,48% da 5% eus budjed ar rannvro evit tizhout 20 € / annezad / bloaz, e-giz ma vez graet er broioù a lak ur politikerezh yezh e-plas hag a zegas disoc’hoù (Bro-Gembre, Katalonia);
– Lakaat implij ar brezhoneg e-touez ar c’hriterioù dibab evit ar yalc’hadoù roet d’ar strollegezhioù, embregerezhioù ha kevredigezhioù, evit kement raktres a zo;
– Lakaat implij ar brezhoneg gant an embregerezhioù e-touez ar c’hriterioù dibab evit ar marc’hadoù foran;
– Lakaat kemennadennoù dre gomz e brezhoneg er rouedad Breizh Go;
– Bountañ hardi, ha kreñv evit sevel ur gwir chadenn publik rannvroel lec’h ma vo 50% eus an abadennoù e brezhoneg (war mod ViaStella e Korsika),

Pell emañ Yann eus e gazeg koulskoude!
Ret eo da Rannvro Breizh diskouez ar skouer. Kalz kreñvoc’h e rank politikerezh yezh ar rannvro bezañ evit ma vo tu saveteiñ hor yezh, teñzor bedel an denelezh.

Ur c’heñver nerzh a zo ret kas da benn ivez gant ministrerezh an deskadurezh Stad evit ma vo sinet a-raok an dilennadegoù o tont e miz Mezheven, ur c’henemglev gant palioù uhel etre prezidant Rannvro Breizh ha kentañ ministr ar Stad C’hall. Bez e ranko ar gevrat-se kreskiñ an niver a bostoù divyezhek er genstrivadeg da vezañ skolaer da 50% eus an niver a bostoù a-benn 3 bloaz (20% hiziv an deiz).
Brezhoneg yezh Ofisiel!