Votet eo bet hiziv er parlamant ar c’hinnig lezenn kinniget gant Paul Molac, daoust da enebiezh ar gouarnamant ha d’ar galv votiñ a-enep a-berzh ar strollad LREM. Un trec’h bras eo evit ar brezhoneg!
Dre al lezenn-se e vez ofisielaet ar panellerezh divyezhek, aotreet an “ñ”, rediet ar c’humunioù da baeañ ar forfed skol da Ziwan, aotreet ar soubidigezh en hentennoù publik…
Disoc’h ur stourm hir douget gant ar re a labour abaoe ken pell war an dachenn eo. A drugarez d’an holl dud o deus poaniet evit ma vevo ar brezhoneg er skolioù hag er vuhez foran.
A drugarez d’ar re o deus fardet krampouezh evit arc’hantaouiñ ar skolioù Diwan.
D’ar skolaerezed ha skolaerien a labour a-hed ar bloaz gant kondisionoù start.
D’ar skipailhoù pedagogel hag a ra o seizh gwellañ evit kinnig un deskadurezh eus ar gwellañ d’ar skolidi.
D’ar re o deus koltaret ha divontet panelloù divrezhoneg.
D’ar re o deus gouzañvet barnadennoù evit bezañ bet disentet evit ar brezhoneg.
D’ar gerent o deus roet anvioù brezhoneg d’o vugale.
D’ar gerent a ra bemdez kalz a hent evit ma c’hellfe o bugale deskiñ yezh o fobl.
D’an dud re o deus aozet ha kemeret perzh e manifestadegoù.
D’ar re a zoug kevredigezhioù a-hed ar bloaz daoust d’an diaesterioù arc’hant.
D’an dud gour o deus dibabet deskiñ brezhoneg hag ober eus ar yezh o micher.
D’an dilennidi a lak e pleustr obererezhioù ar garta Ya d’ar brezhoneg hag a vount evit ma vefe kemeret divizoù kreñv gant ar strollegezhioù lec’hel.
A drugarez d’ar re a gomz brezhoneg en o buhez pemdeziek.
Peogwir e ouezont eo reizh hor stourm!
N’eo ket echu ar stourm koulskoude! Pell emañ Katell ha Yann diouzh o c’hazeg c’hoazh, ha kalz labour a chom da gas da benn. Dister e chom ar politikerezhioù yezh douget gant ar strollegezhioù lec’hel amañ e Breizh. Nebeut-tre a diez kêr o deus tizhet live 4 ar garta Ya d’ar brezhoneg. Ral eo ar strollegezhioù a implij ar brezhoneg e kement politikerezh kaset da benn. War pep tachenn eo treut plas ar brezhoneg c’hoazh: mediaoù, niverel, niver a skolidi divyezhek, embregerezhioù…
Ret e vo kenderc’hel da stourm eta evit ma vo ofisiel ar brezhoneg. Da lavaret eo evit ma c’hellimp ober gant hor yezh e kement degouezh eus ar vuhez foran. Lezennoù all a vo ezhomm. Ret e vo da Rannvro Breizh marc’hata start gant ar Stad evit ma vo sinet buan ur c’henemglev Stad-Rannvro youlek. Ret e vo d’ar rannvro kreskiñ a galz ar budjed gouestltet d’ar brezhoneg. Ret e vo d’an holl strollegezhioù lakaat gwir bolitekerezhioù yezh e pleustr, politikerezhioù gouest da gas disoc’hoù da benn, e-giz ma vez graet e broioù all (Bro-Gembre, Katalonia, Euskadi…).
Betek an trec’h! Brezhoneg ofisiel!