Rak ne chomimp ket mut !
O paouez embann un diviz grevus-kenañ a-enep d’ar brezhoneg emañ Kuzul Bonreizh ar Stad C’hall.
9 den, nann dilennet ha gant liamm ebet gant hor yezhoù, o deus dibabet e Pariz lakaat mellad 2 ar Vonreizh (« Ar galleg eo yezh ar Republik ») da dalvezout en un doare anterinour. Degas a reomp da soñj eo bet kaset an amoug-se gant ar gouarnamant C’hall hag eo dre ma ‘z eo bet gortozet betek an devezh diwezhañ gant Prezidant ar Republik en deus gellet bezañ kemeret e kont. Ouzhpenn-se n’o deus ket gellet ar re a zoug al lezenn difenn anezhi dirak ar C’huzul Bonreizh. Hag evit klozañ eo meneget e mellad 62 ar Vonreizh : « N’eus ket tu sevel un amoug a-enep divizoù ar C’huzul Bonreizh. Lakaet e vezont da dalvezout d’ar galloudoù publik ha d’an holl aotrouniezhioù melestradurel ha barnerezhel ».
A-enep Gwirioù bugel-den hag enep-demokratel eo an diviz-se. Gant holl gannaded⋅ezed Breizh eo bet votet lezenn Molac ha 73 % eus ar vretoned ha bretonezed a fell dezho e vefe kelennet muioc’h ar brezhoneg er skol (S.o. studiadenn sokio-yezhoniel 2018 ).
Tud all a ziviz evidomp neuze ! An dra nemetañ a fell deomp koulskoude a zo gellet komz hor yezh, an hini bet treuzkaset deomp gant hor c’herent pe desket ganeomp er skol, ha treuzkas anezhi d’hor bugale. Ne c’houlennomp rediañ den ebet da gomz brezhoneg, na tennañ gwir pe frankiz ebet da zen.
Maez-lezenn eo deuet ar skolioù Diwan da vezañ eta ! Difennet eo pedagogiezh ar soubidigezh, da lavaret eo an doare efedus nemetañ evit mestroniañ ar brezhoneg, ouzhpenn ar galleg ha yezhoù all, en ur gevredigezh holl-c’halleg. Dont a ra ar Stad C’hall da zistruj ar pezh a gerzh gant Diwan abaoe 1977. Pelloc’h ez a c’hoazh, difennet eo komz brezhoneg e savadurioù ar skolioù hag er melestradurezhioù. Difennet eo reiñ anvioù brezhoneg d’hor bugale. Met ar brezhoneg n’eo nag al latin, nag an henc’hresianek ! Da betra kelenn anezhañ ma ne c’hell bezañ komzet na skrivet e pep tachenn ar vuhez. Drailhus e vo diviz ar Stad C’hall. Mirout a raio ar brezhoneg da vezañ implijet war ar pemdez. Degas a ra da soñj deomp e mareoù gwashañ an trede Republik, da vare an trevadennerezh, pa voe klasket ez-ofisiel distruj hor yezhoù ha pa voe pinijennet hon hendadoù peogwir o doa komzet o yezh vamm.
Sklaer eo neuze abaoe an 21 a viz Mae ne c’hell ket ar brezhoneg kaout un dazont gant ar Vonreizh e-giz m’emañ. Bevañ a raimp ni, e-giz m’emaomp, pe ar Vonreizh a raio. Ha ne serrimp ket hor beg ! Ret eo neuze reiñ ur statud ofisiel d’ar brezhoneg.
D’al lezenn eo d’en em azasaat d’ar pezh a zo reizh, n’eo ket ar c’hontrol. Diazez ar c’hevredigezhioù demokratel eo. Ne c’hell ket Bonreizh ar Stad trevadennour gall chom e-giz m’emañ.
Ingal eo bet kemmet dija. 18 gwech abaoe ma ‘z eo bet ouzhpennet « Ar galleg eo yezh ar Republik » er mellad 2 e 1992. Implijet eo bet ar mellad-se e 1999 dija evit na vefe ket kadarnaet Karta Europa ar yezh rannvro pe minorel, e 2002 a-enep Diwan, e 2006 evit difenn an tahitianeg hag hiziv a-enep 75 yezh vinorelaet e Frañs.
Daoust da se, n’eo ket eus Pariz e teuio an diskoulm en he fezh. Degas a reomp da soñj da zilennidi ha dilennadezed ar Vro o dever e-keñver hor yezh. Ret eo da bep strollegezh (kumun, etrekumuniezh, departamant, rannvro) lakaat gwir bolitikerezhioù yezh e pleustr !
Evit enebiñ ouzh tagadennoù ar Stad C’hall hag ouzh gwander ar politikerezhioù yezh e c’halvomp an holl dud a fell dezho un dazont evit ar brezhoneg hag e c’hellfemp implij hor yezh er vuhez pemdeziek, mont da vanifestiñ e Gwengamp d’ar Sadorn 29 a viz Mae adalek 1e30 g.m.
Pediñ a reomp ac’hanoc’h ivez da zegas peadra da zeviñ en un doare arouezius ar Vonreizh e-pad ar vanifestadeg, evit ma c’hello bezañ savet en-dro en un doare demokratel hag evit ma c’hello ar brezhoneg bevañ.
Brezhoneg ofisiel !