E 2018 e oa bet aozet un oberenn arouezel war unan eus busoù Rannvro Breizh gant ar strollad Ai’ta ! Lakaat « Breizh Washing » Loïg Chesnais-Girard war wel e oa ar pal. Livet e oa bet neuze ur c’harr-boutin gant livaj dour. Ne oa ger brezhoneg ebet war ar c’hirri-boutin Breizh Go d’ar c’houlz-se, na kemenadennoù dre gomz e brezhoneg, ha n’ez ae ket politikerezh yezh ar rannvro war-raok. Frouezhus e oa bet an oberenn rak ez eus brezhoneg skrivet war ar busoù Breizh Go e Penn-ar-Bed bremañ. Daoust da-se n’eo ket aet ar politikerezh yezh war-raok. Gwasoc’h zoken, treut-tre eo programm Loïg Chesnais-Girard evit an dilennadegoù o tont. N’eus pal sifret ebet. Penaos mont war-raok en un doare sirius mod-se ?
Degas a reomp da soñj ivez e c’houlenn Ai’ta ! Abaoe 15 bloaz bremañ brezhoneg dre gomz en trenioù hag en tiez gar, e-giz ma vez klevet Okitaneg e tren-buzuk Tolosa. Gant ar vretoned e vez paeet an trenioù hag an tiez-gar, reizh eo hor goulenn eta.
Ur c’hemenn diwall hon oa kaset e 2018 e-keñver politikerezh yezh Loig Chesnais-Girard. Daoust da-se ez eus bet galvet meur a stourmer d’an archerdi, goude ma ‘z eo bet douget klemm gant Rannvro Breizh.
Ur c’hazetenner eo a zo bet galvet zoken diriaou trement abalamour m’en deus heuliet an oberenn ! Da betra e c’hoari ar Rannvro gant kement-se ? Grevus eo pa vez galvet kazetennerien en un demokratelezh!
Degas a ra Ai’ta ! da soñj o deus ar gwir ar c’hazetennerien heuliañ darvoudoù, harzoù-labour, manifestadegoù, hep bezañ direnket. Ur redi eo zoken evit bevañ en ur gevredigezh seder.
Pegoulz e paouezo an arloup-se a-enep kazeterien ha difennerien ar brezhoneg ?
Daoust hag e c’hoari dre guzh Loïg Chesnais-Girard etre diskleriadennoù brav eus un tu ha obererezhioù rust eus an tu all ?
Daoust hag eo Yvan ar Mevel, rener kabined galloudus Loïg Chesnais-Girard ha brudet evit bezañ a-enep ar brezhoneg hag a vag an aergelc’h amyac’h-se ?