21
Nov
2021

Ti-Kêr Gwened : Ul logo divyezhek profet get Ai’ta!

Embannet e oa bet e penn kentañ miz Kalañ-goañv e vefe savet ur gwir logo divyezhek get servijoù an ti-kêr, èl ma oa bet lâret get ar maer David Robo aze , da skouer.  Met pell emañ Yann brezhoneger pe Lena brezhonegerez ag e/he gazeg ha pell alese ! Savet eo bet get an ti-kêr un logo unyezhek e brezhoneg hepken, pezh ne servijo da netra èl hon doa lâret meur a wezh ! Chom a ray al logo e brezhoneg en ur c’horn àr ur bladenn galet bennaket pe en ur servijer !

Ha pezh a oa sañset é arru a c’hoarvez ! Kroget en deus ti-kêr Gwened da lakaat pegsunioù al logo nevez war e garbedoù ! Èl rezon… logo erbet e brezhoneg ! Mantrusoc’h c’hoazh, n’eo bet bet implijet ivez al logo e brezhoneg get ar bedadenn kaset d’ar c’hevredigezhioù Gwened diàr “emvod kentañ bodad aliiñ evit talvoudekaat sevendur Breizh hag ar brezhoneg”, a vo d’ar Merc’her 24 a viz Kalañ-Goañv e ti-kêr Gwened. Skrivet e oa ar bedadenn e brezhoneg hag e galleg . Tu e oa implij al logo e galleg hag al logo brezhoneg neuze !!!   


Peogwir n’hon eus ket c’hoant e vo dispignet en aner argant publik, e profomp neuze d’an ti-kêr ul logo divyezhek ! Fiziet hon eus ar gefridi d’ur grafour evit adwelet al logo nevez a-benn e lakaat divyezhek da vat. Hrevez termenadur ar geriadur galleg holl anavezet, al “Littré” , “divyezhek”, a dalv “en deus div yezh”, pezh a seblant bout diaes da gompren get servijoù an ti-kêr . Prest omp ivez da reiñ digoust ivez ar fichennoù a-orin ivez !  Neoazh n’eo ket divyezhek hor c’hinnig get ur parded rik, met ne oa ket moian d’ober gwelloc’h rak ne oa ket bet soñjet raktres al logo evit un dra divyezhek get an ti-kêr siwazh ! Evit derc’hel soñj da servijoù an ti-kêr o doa lâret e oa ar logo é “reprend le noir et blanc, reprenant les couleurs du Gwenn ha Du », emañ ar bandennoù du é tileuriiñ ar broioù kozh ma veze komzet brezhoneg hag an bandennoù gwenn ar broioù ma veze komzet gallaoueg !

Un arouez eo afer al logo divyezheg evit gwelet ma vo ur gwir youl evit kas da benn … pe pas… ur gwir politikerezh yezh evit ar brezhoneg e Gwened ! Èl m’ emañ maer Gwened , David Robo, ivez prezidant tolpad Gwened bremañ e vo muzuliet ivez ar youl da gas àr raok ar brezhoneg àr takad an tolpad !

Skrivet hon eus ul lizher d’ar maer Ti-Kêr Gwened ivez .. ha chomet direspont abaoe ….

«
»

Comments are closed.