15
Jan
2022

Enedis a nac’h ur chekenn e brezhoneg

Evel ma ouzoc’h moarvat ez eo Ai’ta! ur strollad savet e 2005 evit difenn ha broudañ ar brezhoneg, hag evit ma vo anavezet gwirioù ar Bretonezed hag ar Vretoned war o yezh. Embann a reomp splann n’int ket ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien evit gouzañv droukziforc’h Enedis Breizh. Galvet omp bet gant ur pratik eus Enedis, evit ur chanter e Lannildud (Bro Leon), hag a nac’h stagañ e di ouzh ar rouedad tredan evit bezañ graet gantañ ur chekenn rannbae e brezhoneg.

Abaoe ar bloavezhioù 1980 e vez embannet chekennoù e brezhoneg gant Kef kengredit Breizh (CMB) hag abaoe 2002 gant Kef al labour douar e Penn ar Bed. Abaoe 100 vloaz pe dost e vez ar gwir da skrivañ e yezh m’emañ bet embannet ar chekennaoueg hervez Kenemglev etrebroadel Geneva. Kadarnaet eo bet al lezenn meur a wech el lezioù barn.

Kalz keodedourien a zo bet harpet gant strollad Ai’ta! evit difraeoù a seurt-se. Bep taol o deus an embregerezhioù disklêriet o fazi. N’omp ket evit degemer nac’hadennoù Enedis, daoust d’al lizher resis hag arguzennet bet kaset gant ar pratik dezho.

Gervel a reomp Rener Enedis Breizh, an Ao. Jean-Philippe Lamarcade, da ziskoulmañ diouzhtu ar blegenn-mañ. Kelaouet eo bet prezidant rannvro Breizh, Loïg Chesnais-Girard, hag e skipailh, kement ha Paol Molag, Prezidant Ofis publik ar brezhoneg. 

Ne c’hellomp ket asantiñ e vefe gwallziforc’h ouzh ar Vretoned pa vez anv eus o gwir da implij o yezh. Goulenn a reomp start eta gant Enedis degemer ar chekenn-mañ, ha kement hini all e brezhoneg, hag en em zigarezfe. Dav eo d’an embregerezh-se reiñ da c’houzout d’he skipailhoù ez eo ur gwir skrivañ chekennoù e brezhoneg. 

Ur wech c’hoazh e weler ne vo ket doujet ouzh gwirioù ar Vretoned keit ma ne vo ket a statud ofisiel gant hor yezh, ar brezhoneg.

[MAJ 18/01/21] Talvezout a ra ar boan stourm ha lakaat hor gwirioù da vezañ doujet ! Setu respont ur gargadez a gefridi e Enedis d’ur gazetennerez eus France Bleu Breizh Izel :

“En vue de votre interview par téléphone avec le collectif Ai’Ta, je vous prie de trouver ci-dessous la réponse de notre Direction régionale Enedis Bretagne :

La Direction Régionale d’Enedis Bretagne est un acteur territorial engagé qui a toujours soutenu les valeurs portées par sa région et ce, sur ses 4 départements.

Le refus d’encaissement d’un chèque libellé en langue bretonne est la conséquence d’une méconnaissance malheureuse de ce droit et vous nous en voyez sincèrement désolés.

Nous avons recontacté le client concerné vendredi dernier afin qu’il renvoie le chèque pour encaissement immédiat.

Au nom de la Direction Régionale d’Enedis Bretagne, nous lui prions d’accepter toutes nos excuses pour ce différend.

 Bien cordialement.”

Un istor hag a echu mat met ha memes mod ‘vije bet ma ne vije ket bet kelaouet ar mediaoù gant hor c’holektif ? Douetañs vras hon eus… Hag evit ne c’hoarvezfe ket ken seurt “différend” (evel ma lâr Enedis) n’eus nemet un diskoulm : brezhoneg yezh ofisiel !

 


 

«
»

Comments are closed.