Trugarekaat a ra strollad Ai’ta ! ha Kevre Breizh, kenurzhierezh kevredigezhioù ar sevenadur breizhek, ar 84 den war ar renk e Breizh evit kentañ tro dilennadeg ar gannaded o deus respontet d’ar goulennoù bet savet gant ar c’henstroll Evit ma vevo hor yezhoù (PQVNL) diwar-benn ar yezhoù minorelaet.
Setu amañ kartenn ar respontoù : https://framacarte.org/fr/map/legislatives-2022-pqvnl-13062022-2359_127074#8/47.785/-2.785
N’eo ket deomp da lavaret evit piv votiñ met gwiriañ raktres pep hini evit al lieseurted hag hor yezh a-benn magañ preder ar Vretoned kar o yezh.
Gwall estonet omp gant an nebeud a respontoù bet resevet digant danvez kannaded LFI e Breizh, p’eo kalz fonnusoc’h respontoù strolladoù all an NUPES (EELV, PS et PCF) pe Ensemble! (Renaissance, Modem hag Horizons) hag ar Républicains o deus bet tro da embann o soñj, un dra vat evit an demokratelezh.
Ar brezhoneg, treuzkas ar yezh d’ar remziadoù da zont pe ober eus hor yezh ur yezh sokial war ar pemdez ne vefe ket evit danvez kannaded LFI un dra a-bouez a rank bezañ kemeret e kont evit mad an holl ?
Daoust-ha soñjal a ra an danvez kannaded LFI n’o deus ket respontet rik ar memes tra hag o c’henseurted e Pariz o deus holl votet a-enep kinnig lezenn Paol Molag e 2021 ?
Daoust-hag ali int gant Jean-Luc Mélenchon en doa votet d’an 11 a viz Gwengolo 2013 e Parlamant Europa asambles gant an tu-dehoù pellañ (ha pa vefe Jean-Marie Le Pen, Marine Le Pen, Bruno Gollnich, Brice Hortefeux) a-enep ur c’hinnig Glas/ALE evit ar yezhoù en arvar ha liesseurted ar yezhoù en Europa pa save a-du 92% eus ar gannaded.
Ar gwir o deus keodedourien Breizh, tomm o c’halon ouzh ar brezhoneg, da c’houzout petra soñj kement den war ar renk a-raok mont da votiñ disul.