Evel ma ouzoc’h moarvat ez eo Ai’ta! ur strollad savet e 2005 evit difenn ha broudañ ar brezhoneg, hag evit ma vo anavezet gwirioù ar Bretonezed hag ar Vretoned war o yezh. Embann a reomp splann n’eo ket ar brezhonegerezed hag ar vrezhonegerien evit gouzañv droukziforc’h Ti-Kêr Pabu. Galvet omp bet gant ar familh Al Lae Girard, evit ur goulenn levrig familh divyezhek da heul ganedigezh o mab Taliesin, hag a zo bet nac’het gant an Ti-Kêr, pa oa bet koumanantet bloaz hanter ‘zo.
Abaoe un nebeud bloavezhioù e tasparzh tier-kêr ‘zo levrigoù familh divyezhek e Breizh, pa vez ur goulenn sokial kreñvoc’h-kreñvañ. Politikerezh yezhel Aodoù-an-Arvor a vroud implij ar brezhoneg er servijoù foran en departamant a-bezh (mellad 2.2 – Schéma Départemental en faveur des Langues de Bretagne 2021-2026). Ouzhpenn e resisa Kenemglev ar Rannvro-Stad eo posubl “reiñ ul levrig familh divvezhek hag e kaloneka ar c’humunioù d’en ober evit sikour da lakaat war wel ar brezhoneg er vuhez pemdeziek” (mellad 119 – Convention spécifique pour la transmission des langues de Bretagne et le développement de leur usage dans la vie quotidienne 2022-2027), ha sinet gant ar C’hentañ Ministr.
Soutenet en deus ar strollad Ai’ta! meur a geodedad evit seurt degouezhioù. Ne gomprenomp ket respont an ti-kêr-se, o nac’hañ ur goulenn a vez kustum e kalzig tier-kêr Breizh bremañ. Ken digomprenus all eo, ken e vez nac’het d’ar familh goude ur bloavezh hanter o c’hortoz ha p’o doa pellgomzet meur a wech evit bezañ sur e oa al levrig war an hent.
Mammerezh ospital Pabu a vez an hini nemeti e bro Gwengamp peurgetket. Ne sell ket ouzh annezidi Pabu hepken, met ar 500 ganedigezh a vez eno bep bloaz. Diwar skouer ar pezh a vez graet e tier-kêr Kemper hag an Oriant, e c’hall al levrigoù familh divyezhek bezañ dasparzhet en un doare boutin, peogwir e servij al levrig familh brezhoneg-galleg d’an holl familhoù, ar re a gomz galleg kement hag ar re a gomz brezhoneg.
Gervel a reomp Aotroù Maer Pabu, an Ao. Pierre Saliou, da ziskoulmañ diouzhtu ar blegenn-mañ. Kelaouet eo bet prezidant rannvro Breizh, Loïg Chesnais-Girard, hag e skipailh, kement ha Paol Molag, Prezidant Ofis publik ar brezhoneg.
Ne c’hellomp ket asantiñ e vefe gwallziforc’h ouzh ar Vretoned pa vez anv eus o gwir da implij o yezh. Goulenn a reomp start eta gant Ti-Kêr Pabu degemer ar goulenn levrig divezhek-mañ, ha kement hini all, hag en em zigarezfe d’ar familh ha da gement hini a zo bet nac’het o goulenn dezhe ivez.
Ur wech c’hoazh e weler ne vo ket doujet ouzh gwirioù ar Vretoned keit ma ne vo ket a statud ofisiel gant hor yezh, ar brezhoneg.