C’hwi hag Ai‘ta!
Kemer perzh
Digor eo ar strollad da gement den a fell dezhañ/i difenn ha broudañ ar brezhoneg, pa vefent yaouank pe yaouankoc’h, kozh pe koshoc’h, brezhoneger pe get. Seul niverusoc’h e vimp o kemer perzh, seul greñvoc’h e vo luskad Ai’ta! Liesseurt eo an doareoù evit kemer perzh ha souten Ai’ta! ha dieub eo pep hini d’en ober evel ma kar diouzh e amzer, e barregezhioù e c’hoantoù. Setu un toullad doareoù da sikour ac’hanomp da gas ar brezhoneg war-raok er vuhez foran :
- Kemer perzh e buhez lec’hel al luskad (emvodoù, prientiñ an oberennoù…) e strollad-mañ strollad (Treger, Leon, Gwened, Roazhon) pe sikour da aozañ unan nevez. Ha pedit ho mignoned hag an dud a c’hellfe bezañ dedennet da zont en emvodoù pe en oberennoù da welet penaos e tro an traoù !
- Bezit kelaouet ha kemerit perzh en oberennoù war an dachenn, na pa vefe ur wech an amzer
- Kas deomp keloù diwar-benn ar brezhoneg er vuhez foran (labourioù e savadurioù foran, tiez-post, tiez-gar, stalioù bras, panellerezh nevez war staliañ…)
- Sikour dre reiñ arc’hant da Ai’ta ! evit hor sikour da genderc’hel hol labour evit ar brezhoneg, rak koustus eo stourm (kas lizhiri, traktoù, rochedoù, prenañ dafar evit an oberennoù…)
Kejañ ouzhomp ha souten
Alies e c’hellit kavout ac’hanomp war standoù, pe dont d’hor gwelet e-pad hon emvodoù. Gellout a reoc’h gwelet penaos eo aozet ar strollad ha sevel an holl goulennoù a dremen en ho penn ! Prenañ ur roched, gwer, pegsunioù « E brezhoneg ! », badjoù « Me ‘oar brezhoneg » hag un toullad traoù all ret evit hor stourm a c’hellit. Dont e darempred ganeomp .