Ar Post
Istor ar stourm :
Reuz e oa bet e Breizh a-bezh er bloaz 2007 p’he doa goulennet Ar Post e vefe lemmet kuit anvioù-lec’h Plougerne abalamour e oa re ziaes da dud al lizhiri en em gavout er vro ! Tud Ai’ta ! evel ur bern reoù all ne oant ket evit degemer an dra-se. Doujañs evit hon anvioù-lec’h hag evit hor yezh !
Evel-se e oa kroget an eil koulzad stourm kaset da benn ganeomp. Ouzhpenn difenn anvioù-lec’h hor bro hon eus bet c’hoant broudan implij ar yezh er burevioù post, rak ur servij a-bouez e chom e buhez an holl : gwir o deus ar vrezhonegerien da lenn ha da gomz o yezh eta ! Se ‘zo kaoz e c’houlennomp e vefe talvoudekaet ar brezhoneg dre skrid (panellerezh diabarzh ha diavaez en div yezh, ar brezhoneg par ouzh ar galleg ; kinnig ar brezhoneg e-mesk an holl yezhoù da zibab er mekanikoù) ha dre gomz ivez (kinnig ur badj « Me ‘oar brezhoneg » d’an implijidi brezhonegerien kontant d’ober gant ar yezh en o labour ; sevel ha brudan ul levrig galleg-brezhoneg evit an holl implijidi gant ar gerioù diazez ar vicher…)
Da gentan ‘z eus bet skrivet lizheroù displegan da renerien Ar Post ha savet un heuliad oberennoù sioul ha pedagogel, evel pezhioù-c’hoari pe gichedoù faos dirak an tier-post (An Oriant, Pondi, Brest, Bear…). Kalz a votadegoù keodedel hon eus savet ivez, dreist-holl dirak an tier-post a oa da vezan adkempennet dizale. Kinniget e oa d’ar pratikoù ha d’an implijidi votin evit respont d’ur goulenn simpl : « Daoust ha mat eo deoc’h e vefe divyezhek galleg ha brezhoneg an ti-post nevez ? » Berzh spontus o deus graet an oberennoù-se, hag un digarez vrav da welet e sav darn vrasan an dud a-du ganimp !
Daoust d’an holl draoù-se, n’he deus ket fellet renerien Ar Post talvoudekaat ar brezhoneg e mod ebet. Gant se hon eus ranket mont pelloc’h ganti ha kregin gant oberennoù krenvoc’h : « die-in » pe abadennoù pegsunian e tier-post ‘zo (Landerne, Montroulez, Gwengamp…) hag ur pezh-mell oberenn stankan renerezh Post Kôrnog Breizh e Kemper. Skrivet hon eus ivez d’an holl gannaded ha senatourien koulz ha da vaered ar c’humunioù sinet gante ar garta « Ya d’ar brezhoneg » evit goulenn gante pouezan da sikour ac’hanomp. Degadoù a responto hon eus bet eus o ferzh.
Ar gounidoù :
Ret eo bet d’Ar Post mont war-gil evit afer an anvioù-lec’h… en he c’homzoù bepred, rak e gwirionez e talc’h da vroudan ar c’humunioù da zibab anvioù-lec’h aes (da lâret eo e galleg !) evit aesaat dasparzh al lizhiri. Re alies e vez gwelet anvioù brezhonek o vont da get hag anvioù e galleg o kemer o lec’h !
Tri emgav a zo bet gant renerien Breizh Ar Post e Roazhon (2010, 2012 ha 2013). Gant hon oberennoù o krenvaat hag ar wask o tont eus tu an dilennidi o deus komprenet renerien Ar Post e oa poent ober un dra bennak : setu penaos e voe digoret ar c’hentan ti-post « divyezhek » e Karaez e miz Here 2012. Ennan e kaver panelloù diabarzh ha diavaez en div yezh par-ouzh-par (met pas an holl), ha skrivet eo « Bienvuenue – Degemer mat » war jiletenn an implijidi. Dibaoe ‘zo bet digoret daou di-post war ar memes patrom e Penn ar Bed (Pont an Abad ha Brieg) hag unan e Aodoù an Arvor (Perwenan).
Met ne fell d’Ar Post e vefe ledanaet an dra-man d’an holl dier-post e Breizh : evit ma vo brezhoneg en ur burev e ranker gortoz ur prantad labourioù… hag ur goulenn skrivet a-berzh dilennidi ar gumun. Souezhusat reolenn dibabet gant Ar Post ! Un digarez eviti da vont war-raok an difonnusan ar gwellan ha da c’houlenn gant an dud dilennet paean ar panelloù ! Ne fell ket kennebeut d’Ar Post e vefe sinet un emglev evit ofisielaat ha gwarezin an araokadennoù dister a zo bet dibaoe 2007. Koulskoude ‘z eus bet sinet nevez ‘zo emglevioù evel-se gant Ar Post e Korsika hag en Elzas, ha du-hont ez a pelloc’h evit ar bruzhun a vez roet deomp e Breizh : panellerezhioù en div yezh e diabarzh ha divaez an tier-post, badjoù d’an implijidi divyezhek kontant d’ober gant ar yezh en o micher, levrigoù en div yezh evit sikour an implijidi da gomz elzasianeg en o labour…)