Serret ar c’hrommelloù
Goude bezañ bet kelaouet un nebeut devezioù–zo gant annezidi, hon eus lakaet war wel panelloù spontus staliet gant Tolpad An Oriant ha Departamant Ar Mor Bihan. Ne c’helle ket an diouer a zoujañs–se chom. Kouezet int a raok ma vefe bet kemeret an alc’hwezhioù 13 ganeomp zoken. Dilennidi o tihuniñ. Strafuilh er servijoù. Kavet ar […]
Ar brezhoneg lakaet etre krommelloù
Sabatuet omp et ‘p hon eus dizoloet ar panelloù nevez bet staliet en Oriant, war an hent departamant a dreuz kêr ha war vord an HD 162, boulouard Leon Blum. Skrivet eo bet ar brezhoneg etre krommelloù, bihanoc’h evit ar galleg hag en italek. Ur bern fazioù a gaver e brezhoneg ouzhpenn-se ! Ur giladenn eo […]
Ploue : un 30 stourmer bennak evit skoazellañ ur stourmerez eus Ai ‘ta ! galvet en archerdi
N’eo ket bet degemeret ar stourmerez gant an archerien benn ar fin D’ar sul 2 a viz C’hwevrer e oa bodet stourmerien eus Ai’ta ! hag o skoazellerien e-tal archerdi Ploue er Mor-bihan evit skoazellañ ur stourmerez galvet en archerdi a-gaoz d’ur c’hlemm a vefe ‘bet savet goude abadenn ar « Breizh Washing » (abadenn livadeg orañjez ur c’harr-boutin […]
Kenderc’hel a ra ar gwask a-enep stourmerezed ha stourmerien ar brezhoneg….
Galvet eo bet hor gamaladez Gwenn da vont da archerdi Ploue (Plouay e galleg, etre ‘n Oriant ha Karaez) da 9 eur hanter vintin, d’ar Sul 2 a viz C’hwevrer.Gervel a reomp ac’hanoc’h da vont da souten anezhi dirak an archerdi eta (4 straed ar Reper / 56240 Ploue) !Eus an oberenn “Breizh washing” ez […]
Ar boliserien kaset gant Loig Chesnais-Girard a-enep stourmerien ar brezhoneg !
Bloaz zo, d’an 13 a viz Here 2018, e voe kaset da benn gant Ai’ta ! un oberenn arouezus war unan eus kirri-boutin Rannvro Breizh. Diskouezhet e voe dre an oberenn disentidigezh keodedel-se, gant livaj-dour, ar « Breizh Washing » a vez graet gant ar rannvro hag an diouer a araokadennoù evit ar brezhoneg, padal eo mallus-tre lakaat […]
Arc’hant evit Itron Varia Pariz… hag evit ar brezhoneg ?
Lizher digor da zilennidi Rannvro Breizh, reoù ar 5 departamant hag ar strollegezhioù lec’hel sinet gant 40ad kevredigezh pe strollad . D’an 13 a viz Kerzu hor boa sachet evezh ar Rannvro war stad an traoù evit ar brezhoneg, da-heul an enklask sokio-yezhoniel kaset e-kerzh an hañv 2018. Dibaoe n’hon eus gwelet araokadenn ebet. Gwall […]
Galv da vanifestiñ : ur stourmer eus Ai’ta! galvet gant an archerien e Gwital
Daoust d’ar panelloù divyezhek kentañ bezañ bet staliet gant an DIRO war hentoù ar Stad ne ya ket an traoù war-raok gwall vuan : panell nevez ebet dibaoe ! Livañ gevier a ra an DIRO, ha rannvro Breizh ne ra ket forzh daoust d’an engouestloù bet sinet gant an daou du en emglev Stad/rannvro. Gwashoc’h […]
Kuzul Rannvro: ur budjed mezhus evit ar brezhoneg
Ar sizhun-mañ e vo votet budjed ar brezhoneg gant dilennidi Rannvro Breizh ar sizhun-mañ. Ur wech ouzhpenn eo reuzeudig ar budjed kinniget gant Skipailh Loig Chesnais Girard. Mont a ra a-enep ar pezh ‘zo bet lavaret ha skrivet gant prezidant ar Rannvro abaoe mizioù: ” Muioc’h eget biskoazh emañ ar C’huzul Rannvro o labourat”, “kinnig […]
Politikerezh yezh « nevez » ar Rannvro : Un taol bazh en dour !
Ar sizhun-mañ e vo kinniget da dilennidi Kuzul Rannvro Breizh asantiñ « henchadurioù ar Rannvro evit ar politikerezh nevez evit yezhoù Breizh ». Met n’eus araokadenn fetis ebet er raktres-se. Displegañ a ra Loig Chesnais-Girard en danevell eo pouezusoc’h derc’hel darempredoù mat gant servijoù ar Stad eget pouezañ da vat evit kas an traoù war-raok […]
Livet gevier gant ar Stad hag ar Rannvro. Divontet gant Ai’ta!
Roet eo bet da c’houzout gant ar Stad C’hall d’hor strollad, d’an 29 a viz Meurzh 2018, dre pluenn Rener Etredepartamant an Hentoù « ez eus bet kroget da staliañ panelloù divyezhek » (lizher amañ-stag). Embannet eo bet an engouestl-se ar c’hazetennoù lec’hel ha kadarnaet gant Prefed Rannvro Breizh dre ul lizher bet kaset d’an 29 a […]
Kaset ul lizher da rannvro Breizh gant 50 kevredigezh
Lañset zo bet e Miz Here ur bodad kevredigezhioù anvet “rouedad ar brezhoneg” evit aesaat an darempredoù etre ar c’hevredigezhioù a labour evit ar brezhoneg ha stourm asambles evit ar yezh. Divizet zo bet skrivañ ul lizher boutin da rannvro Breizh evit degas da soñj pegen mallus eo kreñvaat politikerezh yezh ar rannvro, ha […]
Oberenn “Breizh Washing” war rouedad busoù “Breizh Go” nevez Rannvro Breizh
D’ar Yaou 4 a viz Here en deus kinniget rannvro Breizh disoc’hoù ar studiadenn sokio-yezhoniel gant an titl: “Anavezout gwelloc’h stad an traoù evit kreñvat obererezh ar rannvro”. Sklaer eo ar respontoù evit pezh a sell ouzh ar brezhoneg er vuhez foran: 55% eus an dud a c’houlenn muioc’h a vrezhoneg er skinwel hag er […]
Rannvro Breizh : ha bremañ, ur politikerezh yezh a live ?
Embannet e vez hiziv disoc’h ur studiadenn sokio-yezhoniel bet kaset da-benn gant Rannvro Breizh. Da heul emgavioù rannvro ar brezhoneg aozet d’ar 15 a viz Here 2016 e oa bet divizet lañsañ ar studiadenn-se. 2 vloaz ‘zo pe dost. Er studiadenn e vez lakaet war-wel ur goulenn sokial kreñv evit ar c’helenn e brezhoneg hag […]
Dilennadegoù-kêr
Goulenataet eo bet tud war ar renk evit an dilennadegoù-kêr gant Ai’ta! evit gouzout ar pezh a raktresont evit ar brezhoneg. Pouezus-kenañ eo perzh ar strollegezhioù lec’hel eta evit ma kresko buan al lusk-se ha ma vo respontet asambles d’an dae a zo ganeomp : ober ma vo adperc’hennet ar pezh a zo ul lodenn […]