Galv da vanifestiñ : ur stourmer Ai’ta! galvet gant an archerien evit bezañ distaliet panelloù war an hentoù-tizh
Daoust d’ar c’houlzad kabaliñ e kendalc’h ar Stad e labour evit distruj hor yezh ! Da heul an emglev evit dazont Breizh e oa bet sinet ur c’henemglev a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez etre ar Stad hag ar rannvro e miz Here 2015. Dre ar c’henemglev-se e oa […]
Benn ar fin ez eus bet staliet ur panellerezh divyezhek e ti ar c’hevredigezhioù e Gwened!
Nullet eo bet neuze an oberenn malarde raktreset gant strollad Ai’ta! d’ar 25 a viz Meurzh e Gwened. Klemm a-enep ar panellerezh unyezhek (galleg) staliet gant an ti-kêr e miz Genver e oa ar pal. Er memes savadur eo staliet skolaj Diwan ar Mor Bihan. C’hoant oa gant Ai’ta! ivez lakaat war well an […]
Ti-kêr Gwened: ur gwir youl evit kas àr-raok ar brezhoneg ?
Staliet ez eus bet get ti-kêr Gwened ur panellerezh nevez-flamm e galleg hepken e ti ar c’hevredigezhioù. Savadur ar skol polis e oa gwezhall. Ha se daoust emañ lodenn arall ag ar savadur é reiñ bod d’ar skolaj Diwan Mor-Bihan abaoe Miz Kalañ-Gouiañv (Du) 2016! Get ar vezh ! […]
Hentoù-tizh : Kenderc’hel a ra ar Stad C’hall da zistruj ar brezhoneg!
Ur panellerezh divyezhek brezhoneg-galleg par-ouzh-par a zo bet krouet gant Park Natur Rannvroel ar Mor Bihan (PNR). Staliet eo bet neuze ar panelloù-se e mont e-barzh ar c’hêrioù ha war word hentoù an Departamant. Doujañ a reont da garta ar PNR a-fet divyezhegezh. Panell staliet gant ar strollegezhioù lec’hel Staliet eo bet seurt panelloù e […]
Ne vimp ket touellet gant ar gannaded PS!
Douget eo bet ur cʼhinnig lezenn evit “kas ar yezhoù rannvro war-raok ” gant ar cʼhannadez PS Annie Le Houerou. Kensinet eo bet gant hanter ar strollad sokialour, e brezidant en o zouez. Dʼan 30 a viz Du e vo studiet er breujoù. Klask a ra e mod-se ar gouarnamant hag ar cʼhannaded sokialour lakaat […]