02
Jan
2017

Hentoù-tizh : Kenderc’hel a ra ar Stad C’hall da zistruj ar brezhoneg!

Ur panellerezh divyezhek brezhoneg-galleg par-ouzh-par a zo bet krouet gant Park Natur Rannvroel ar Mor Bihan (PNR). Staliet eo bet neuze ar panelloù-se e mont e-barzh ar c’hêrioù ha war word hentoù an Departamant. Doujañ a reont da garta ar PNR a-fet divyezhegezh. Panell staliet gant ar strollegezhioù lec’hel Staliet eo bet seurt panelloù e […]

02
Dec
2016

Ne vimp ket touellet gant ar gannaded PS!

Douget eo bet ur cʼhinnig lezenn evit “kas ar yezhoù rannvro war-raok ” gant ar cʼhannadez PS Annie Le Houerou. Kensinet eo bet gant hanter ar strollad sokialour, e brezidant en o zouez. Dʼan 30 a viz Du e vo studiet er breujoù. Klask a ra e mod-se ar gouarnamant hag ar cʼhannaded sokialour lakaat […]

08
Nov
2016

Kinnigoù evit politikerezh yezh Rannvro Breizh

D’ar 15 a viz Here 2016 en deus kemeret perzh Ai’ta! e “Emgavioù rannvro ar brezhoneg” aozet gant Rannvro Breizh. Embann a reomp dielfennadenn Ai’ta! diwar-benn ar bilañs kinniget gant ar Rannvro. Amañ da heul e kavfoc’h renabl kinnigoù Ai’ta! evit politikerezh yezh ar Rannvro. Emgavioù rannvro ar brezhoneg: Rentañ-kont Ai’ta! D’ar Sadorn 15 a […]

25
Oct
2016

Ar brezhoneg e kêr bageal Eric Tabarly hag e Tolpad An oriant ? kit da sutal !

E miz Mae 2008 e oa bet lid-digoret Kêr ar bageal An Oriant Eric Tabarly dirak an Ao. Jean-Yves an Drian, Prezidant Rannvro Breizh. Tu e oa da zizoloiñ e teir yezh (galleg, saozneg, brezhoneg) ar bageerezh-dre-lien hag ar redadegoù en donvor. Holl banellerezh diabarzh salioù-diskouezadeg Kêr ar bageal, ar panelloù displegañ hag henchañ, ar […]

22
Sep
2016

Brezhoneg a-benn nebeut gant Klub Rugbi Gwened ?

Kaset hon oa ul lizher da Klub Rugbi Gwened evit displegañ petra a c’hell degas ar brezhoneg d’ar c’hlub. Kerkent ha resevet al lizher e oamp bet pedet gant an den karget eus ar c’hehentiñ da gejañ gantañ. Degemeret eo bet neuze strollad Ai’ta! e savadurioù ar c’hlub, d’an 21 a viz Gwengolo, gant Patrick […]

Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 (kemmet e 2004), diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc’h hag a zo bet dastumet.