Brezhoneg ebet ken a benn nebeut war ar skinwel publik ?
D’ar 5 a viz Gwengolo 2016 hon eus kaset ul lizher digor da brezidantez France 3 da heul an diviz paouez skignañ an abadenn “Bali Breizh” d’ar Sul. Amañ-dindan emañ testenn al lizher. Itron Prezidantez, Abaoe bloavezhioù e vez skignet d’ar Sul vintin an abadenn « Bali Breizh » war Frañs 3 Breizh. « Red […]
Evit ur politikerezh yezh rannvro nevesaet ha kreñvaet (2)
D’an 11 a viz Gouere e oamp en em gavet gant Jean-Michel Le Boulanger, bezprezidant ar rannvro e-karg eus ar sevenadur ha gant Thiery Le Nedic, renerezh ar sevenadur hag ar pleustroù sevenadurel. An eil emgav e oa evit ar strollad Ai’ta! goude an hini kentañ d’ar 15 a viz Mezheven (amañ). Graet hon eus […]
Kemperle : pegsunioù nevez a-ratozh evit an SNCF hag an tiez-gar
D’an 19 a viz Kerzu 2015 e oa bet kaset un oberenn arouezel divountiñ panelloù e ti-gar Kemperle. Ar pal e oa sevel a-enep ar banellerezh servij nevez-flamm lec’h m’emañ hor yezh lakaet da yezh estren en he bro (ul lodenn hepken deus ar skridoù a zo e brezhoneg a-live gant ar saozneg ha skrivet kalz […]
Rannvro : evit ur politikerezh yezh nevezaet ha kreñvaet
D’ar 15 a viz Mezheven e oa bet pedet strollad Ai’ta! da gejañ gant Lena Louarn, bezprezidantez ar rannvro e-karg eus yezhoù Breizh, ha gant Yvan Ar Mevel, rener kabined prezidant ar rannvro. Da heul al lizher kaset d’ar Prezidant Rannvro Breizh d’ar 24 a viz Ebrel eo bet aozet an emgav-se. O welet e […]
Koulzad “brezhonekaat da banell” !
E 2010 e oa bet skignet ul levrig anvet “Ar panellerezh-hent divyezhek” (reolennoù, teknikoù, skouerioù) get Ofis ar brezhoneg d’an holl gumunioù o doa sinet ar garta ” Ya d’ar brezhoneg” ha d’an departamantoù. Meneget e oa e-barzh an teul-mañ penaos lakaat divyezhek ar panelloù-polis pe c’hoazh ar panelloù da c’hortoz (skouerioù pajennoù al levrig dindan). […]